III

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

III

E gwirionez, ar paour dic’hiz, gwelet gant ar beleg en derc’hent, eo a yoa eno astennet war un dornad kolo leizh.

Ya, eñ e oa, hogen e pe stad truezus !

An eonenn a deue eus e c’henoù, ar gwad a yoa war e zaoulagad, hag e tisplante ar blev a-zornadoù eus e benn. An dizesper a yoa kroget ennañ.

Reishaat a reas koulskoude o welet ar beleg.

– O, emezañ, bennozh Doue da vezañ deuet ! Aon bras am boa da vervel hep ho kwelet c’hoazh !...

– Lavaret em boa deoc’h, eme ar beleg, e c’hellit fiziout ennon evel en ur mignon ; ha bremañ, setu me dare da ober evidoc’h ar vad a c’hedit diganin.

– Sellit, neuze ; azezit aze, ha selaouit ac’hanon. Va buhez fall eo ez an da gontañ deoc’h. Lezit ac’hanon avat da zibunañ ar gudenn penn-da-benn hep troc’hañ va c’homzoù.

Ar beleg a azezas war ur skaon, hag o vezañ lakaet e boan da guzhat ar bec’h a yoa warnañ, e lavaras : « Setu me dare d’ho selaou ! »

Ar c’hlasker kozh a seblantas neuze diskenn ennañ e-unan, hag ur pennad goude ec’h huanadas, hag eñ ha komz evel-henn :

– Tech ar c’hoari en doa kaset ac’hanon betek an dienez ; n’em boa mui gwenneg ebet evit paeañ va dle, hag e teuas ar vourc’hizien da lakaat foar war va sammig peadra. Ne chom mui ganin ken tra da ober nemet mont da glask va boued.

« Daou zevezh a yoa n’em boa debret tamm, pa zegouezhis dirak ur maner eus ar re gaerañ.

« Gwelet a raen eus an hent ar c’heginoù, e lec’h ma’z oa un druilhad patried ha merc’hed en-dro d’ur forn houarn goloet a gastelodennoù a daole a bep tu ar c’hwezh an dudiusañ.

« Ya, yer, houidi, ha traoù all, en o leiz, a yoa o rostañ dirak un tan brav !

« Ur mennozh euzhus a deuas din. Lakaat a ris pep fouge dindan va zreid, ha me o vont da gaout ar mestr keginer :

« – Aotroù ! emeve dezhañ.

« Hemañ n’en doa ket klevet ac’hanon o tont hag ec’h en em gavas ken nec’het gant va c’homz^ù ma lezas da gouezhañ war al leur ar podad vioù a yoa gantañ etre e zaouarn.

« Kas a reas ac’hanon da vale gant pep seurt komzoù kasaüs.

« – Er-maez ! emezañ gant kounnar, n’omp ket kustum da vagañ al lamponidi. Er-maez ! ha buanoc’h evit an dra-se ! pe bremaik ar chas a welo ha kalet eo ho ler... Hep ! distagit Kastor ha Pollux, hag hisit anezho ouzh ar pezh divalav-mañ !

« Hogen, d’an ampoent e oe gwelet un troc’h mat a zen o tont, sonn e benn ha lemm e lagad.

« – Piv, emezañ, eo an hini en deus hardizhiegezh a-walc’h da lakaat er-maez eus va zi ar paour a deu da c’houlenn ur goudor ? Meur a wech, Valer, ’meus lavaret dit ’z out kalz re rust. Reiñ a ran urzh dit da servijañ ur pred a-zoare d’an den-se, ha p’en devezo debret diouzh e naon e tegasi anezhañ betek ennon.

« Ma oe ret d’ar mestr keginer goren e gounnar ha sentiñ war an taol hep lavaret ger.

« Kaset e oen goude va lein da gaout an aotroù kont a Senak.

« – Va mignon, a lavaras eñ din, yaouank ’oc’h, diouzh an doare, ha souezhet ’on ouzh ho kwelet o klask an aluzen.

« – Pinvidik ’on bet, a liviris, hogen kollet em eus va holl danvez er c’hoarioù. Pinvidik ’oan, ha micher ebet n’eus bet desket din ; setu perak n’ouien petra da ober pa’z on bet skoet gant ar reuz.

« – Hag un tammig deskadurezh hoc’h eus ?

« – Gouzout a ran lenn ha skrivañ. War ar c’hontoù, me ’gred n’ez eus kalz hag a ve en tu all din.

« – Ac’hanta, me a zo dres o klask un den da c’houarn va danvez. Ha plijout a rafe deoc’h ar garg ?

« He degemeret a ris gant laouenidigezh.

« An aotroù hag an itron a Senak a oe meurbet madelezhus em c’heñver, koulz hag o mab, ha va dever strizh e oa diskouez dezho anaoudegezh vat. Ne ris ket, aotroù. Bez ez eus tud digalon, a zo ganet, lavaret e ve, evit pep seurt labourioù divalav. Me a zo eus ar re-se. Implij fall a ris eus ar fiziañs leun en doa an aotroù kont ennon.

« Un devezh e tapas ac’hanon o laerezh e arc’hant a-grabanoù.

« En-dro ma ez eas droug ennañ, ha n’eo ket hep abeg ; bountañ a reas ac’hanon er-maez, o lavaret :

« – Kae ; gallout a rafen lakaat an archerien da gregiñ ennout da’z kas d’an disheol ; hogen, nann ! truez em eus ouzhit ; kae, hag arabat e vezo dit dont mui war va zro.

« – Gwelet a ri c’hoazh ac’hanon, kont a Senak, a liviris o tiskouez d’ar maner va dorn serret ; ya, dont a rin, m’hen tou !

« D’ar poent-se ez oa trouz dre Vro-C’hall a-bezh ; edod e poent ar Valtam*.     [Fronde] 

« Tamall a ris an aotroù kont a Senak da vezañ a-du gant an dispac’herien, hag evit reiñ un tamm seblant da’m c’homzoù e tiskouezis falz paperioù skrivet ganin va-unan.

« Kredet e oen, aotroù ; da, daou zevezh goude, an aotroù hag an itron a Senak a oe kaset d’ar prizon a anved Bastille. O mabig a oe savetaet gant unan eus ar mitizhien.

« Roet e oe din ar maner hag e zouaroù, e digoll eus ar boan am boa bet oc’h ober va labour ifern.

« Prestik goude e klevis lavaret e oa marv ar mevel hag ar bugel aet n’ouie dare den da belec’h.

« Ar c’hont hag ar gontez a varvas ivez hep m’o divije gallet dont a-benn da reiñ da grediñ ez oant divlam.

« Neuze, me, Filip Franay, a c’hellje pelloc’h bevañ e peoc’h eus frouezh va zorfed. Faziañ ’raen a-grenn. Va buhez, siwazh !  ne oe a-zalek neuze nemet ur verzherenti griz hag hir. Broudoù va c’houstiañs am c’hrigne, hag hiviziken peoc’h ebet ken evidon nag en deiz nag en noz. Ya, aotroù, betek va nozvezhioù zoken a veze trubuilhet gant huñvreoù spontus.

« Setu me neuze, evit kaout peoc’h, oc’h en em reiñ a-nevez d’ar c’hoarioù. Koll a ris, ha me o tont adarre da vezañ ken paour ha biskoazh. Ret e oe din kuitaat ar maner-se am boa prenet ouzh priz ar gwad, ha den a-c’houdevezh ne ouias petra deuis da vezañ...»

Amañ ar paour a chomas a-sav ur pennadig, ha goude e lakeas e boan da sevel en e goazez, hag e lavaras :

– Me, aotroù, me hag a zo amañ dirazoc’h, me eo Filip Franay, an hini en deus lazhet ho tud ha foranet ho tanvez.

Aotroù kont a Senak, an torfedour a zo en ho kalloud, grit outañ ar pezh a gerot.

Ar beleg a yoa deuet tostoc’h d’ar c’hlañvour.

– Petra ’livirit aze ? emezañ ; me a zo un emzivad, ur bugel bet kavet war an hent.

– Pa lavaran deoc’h eo c’hwi an aotroù kont a Senak ! O ne fazian ket. Diouzhtu ems eus anavezet ac’hanoc’h. Ha c’hoant hoc’h eus d’her gwelet sklêroc’h c’hoazh ? Mont a ran da ober deoc’h krediñ. Troñsit brec’h ho soutanenn ; holl dud ho ti o deus un tach du uheloc’h eget an ilin dehoù.

– A ! paour, eme ar beleg, lavaret ac’h eus ar wirionez. O va zud ker ! va zad !... va mamm !... Roit din, Aotroù Doue, nerzh a-walc’h evit pardoniñ d’an den-mañ...

– Pardoniñ a c’hellez, eme ar c’hlasker ; paeet em eus, ker zoken ! Pa’z on deuet da vezañ paour evit an eil gwech, em eus gwelet mat pegen bras e oa va zorfed, hag ez on deuet a galon vat da vezañ paour-baleer, evit gellout, un devezh, restaol ar pezh am boa laeret. Bevet em eus en diouer a bep tra, ha kousket a raen war ar c’haled ; hogen hiziv me a zo paeet. Ya, hel lavaret a c’hellan deoc’h, kont a Senak ; setu amañ hoc’h arc’hant : kemerit anezhañ, priz ar gwad eo !

Hag o vezañ dastumet an tammig nerzh a chome gantañ, Filip a yeas d’ur armel hag a dennas bozadoù aour anezhi da deurel e-harz treid ar beleg.

Hemañ avat a zistroas e sell gant euzh.

– Petra ! eme ar c’hlasker, ne fell ket dit kemeret ar restaol ? Ne fell ket dit eta kennebeut ankounac’haat va zorfed ?...

Ar beleg a savas e vouezh hag a lavaras gant madelezh :

– Pardoniñ a ran dit, Filip Franay, evel den, hag, evel beleg, e savan va dorn da reiñ dit an absolvenn santel.

..............

Ar paour a varvas e peoc’h antronoz vintin, hag ar chaloni ne ziskulias da zen ar pezh en doa klevet gantañ. Hogen, ne fellas ket dezhañ implijañ evitañ e-unan an arc’hant a yoa bet restaolet dezhañ. Lakaat a reas an arc’hant-se da sevel un ospital evit degemeret ha sevel ar vugale baour dilezet gant o zud pe emzivaded.

Bemdez en e bedennoù e lavaras betek e varv, ha gant pegement a saour ! ar c’homzoù-mañ eus ar bedenn desket deomp gant Jezuz-Krist e-unan :

« Va zad, a zo en neñv, pardonit deomp hor mankoù, evel ma pardonomp d’ar re o deus noazet ouzhimp. »