Katellig Kerheol

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

 Kerheol n’ez eus nemet daou diegezh : n’eo ket bras ar gêriadenn eta, ha setu perak n’eo nemeur anavezet.

Ma vijec’h aet di dek vloaz a zo bremañ, ho pije kavet eno un tiad tud eürus, pevar den ennañ : an tad, ar vamm, ur verc’h plac’h yaouank hag ur paotrig a bevarzek vloaz.

An tad, Jakez an Ti-Maen a raed anezhañ, un den a bemp bloaz hag hanter kant pe war-dro, gwenn e vlev, sonn c’hoazh evelato war e seulioù, a yae bemdez d’ar parkeier da labourat gant ur mevel pe zaou, diouzh ar pres labour a veze. Dimezet oa da Drifina ar Vaengleuz, hag eus an dimezi-se en doa bet, pemp bloaz warn-ugent a yoa, ur verc’h koant-meurbet, ruz he divjod, gwevn he divrec’h ha skañv he zreid, blev melen evel an aour o lugerniñ ’us d’he zad, ha daoulagad c’hlas en he fenn. Ya, koant ha fur oa, ha labourerez vat ouzhpenn, ur gwir deñzor evit he zud. Gant-se, n’eo ket souezhus he divije plijet d’an dud yaouank a-dro-war-dro. Meur a hini o doa zoken kinniget da Jakez an Ti-Maen lakaat anezhi da vestrez en o ziegezh. Katellig avat a rae skouarn vouzar hag a lavare atav : diwezhatoc’h ni ’welo…

E-kreiz he brud evel ma’z edo, leun a nerzh hag a yec’hed, karet ha meulet gant an holl, en ur vro e-lec’h ma’z eve bemdez da bep mare eus an deiz aer yac’hus ar mor, me ’lavar deoc’h ez oa Katellig Kerheol an eürusañ plac’h yaouank a vije gellet kaout e nep lec’h.

Na kaer oa he gwelet da zeiz pardon Santez Anna o vonet gwisket en he c’haerañ d’an oferenn-bred d’ar chapel vrudet !… Na kaer ’veze ha gwelet o tougen er brosesion ur skeudenn pe ur banniel ! Na plijadur he doa-hi hec’h-unan !… Ha goude ar gousperoù, echu an ofisoù, pegen bras ’veze he dudi oc’h ober gant he mignonezed he zroig bale en-dro d’ar stalioù !

Ya, eürus oa Katellig Kerheol.

Er parkeier, er beilhadegoù, er goañv, e-kichen an tan pe o kas ar c’harr-nesañ, Katellig a dremene mareadennoù laouen, a rae huñvreoù dudius gant merc’hed yaouank he oad. Pa dostae ur gouel bras e lavared : « Me a zo va zro da vont d’an oferenn-bred ! » — « A-benn pemzek deiz, a-benn eizh deiz, emañ friko Jakez ! » — Er bloaz-mañ ez aimp d’ar Pellgent ! Gant ma vezo brav an amzer ! » Peadra da leuniañ ar galon. Al labour en doare-se a zo skañvoc’h, un tamm mat.

Trueziñ a reer war stad an dud diwar ar maez, ha n’eo ket hep abeg, sur mat ; tenn a vez o labour alies ; koulskoude, nag a levenez o deus ivez bep eur mare !… Ar sul, ar pardonioù, ar foarioù, an euredoù, ar yec’hed, boued atav da zebriñ, pe vat pe fall e vez an amzer ! N’heller ket lavaret kement-all eus labourerien ar chêrioù, pell ac’hano…

Evit lavaret ar wirionez penn-da-benn, gwelet em eus peorien e kêr, goloet a druilhoù, liv an dienez en o c’herc’henn, du gant an naon, klañv gant an diouer eus ur bern traoù ret. N’em eus gwelet morse peorien reuzeudik war ar maez.

O tud kaezh ! a zilez ar maezioù evit mont e kêr, o krediñ e kavot eno mel da lipat ouzh ar mogerioù, huñvreal eo a rit, ha pegen kriz e vezo deoc’h dihunañ marteze e-kreiz an dienez, evel kement a reoù all ! Ya, an dienez ar washañ, re alies, siwazh ! setu eno lodenn an darn vrasañ eus an dud diwar ar maez a ya e kêr.