Dedi

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. markiz an Estourbeillon, rener bras Kevredigezh Broadel Breizh, kinnig doujus hag anaoudek

Bretoned, chomit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er maezioù ’z eus pinvidigezh,
Hag er chêrioù kalz dienez.

Merc’hedoù, chomit en ho klud !
Chomit e-kichenik ho tud ;
An dañvadez pell diouzh he mamm
Ne zaleo ket da gaout lamm.

Kenvroiz, chomit en ho klud.
Chomit e karterioù ho tud !
Er maezioù e kaver yec’hed,
Peoc’h gwirion, frankiz, eürusted.