En ospital

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Hag o skrivañ kement-mañ e teue soñj din eus kanaouenn ar Yeoded :

    Pa vo pellaet diouzh he Breizh
    Hag e Pariz dianvez,
    Al labourioù kalet, direizh,
    Eviti a vo mat-tre ;
    Evel ul loen ’hed he devezh,
    Hep paouez hi a boanio…

    Koll a ray e-barzh ar gêr vras
    He sammig nerzh, he yec’hed,
    Hag ar pezh ’zo gwashoc’h, siwazh !
    He furnez hag he gened ;
    Ne viro eus ar Vretonez
    Netra nemet an anv !
    Foei ! Foei ! Foei ! d’ar Barizianez
    A ra mezh da dud he Bro !

Met, tavomp, ha deomp da welet e pelec’h emañ hor c’henvroadez reuzeudik. Gwelloc’h eo deomp kaout truez outi eget he sltabezañ a daolioù mein.

Heuliomp anezhi c’hoazh, peogwir eo bet atav. Ya, bev eo, hogen, ne lavaran ket ec’h anavezfe he mamm anezhi bremañ, ken distronket eo.

En ur c’hlañvdi (ospital) eo e kavomp Katellig, astennet war ur gwele a boan.

Souezhet ’oc’h, n’eo ket gwir ? o kaout ar Vretonez yaouank flamm, leun a nerzh hag a yec’hed, ar marv bremañ o vont da ober e breizh anezhi… goude ken nebeut-all a amzer tremenet e Pariz !

Mat, Kristenien, al labour dreist he galloud, re nebeut a vagadurezh, an dizurzhioù, setu hep mar ar pezh en deus debret he yec’hed. Er gêr du-se, e Kerheol, Katellig a yoa kustum da gaout pep tra reizhet mat ; kousket abred, savet mintin, predoù d’an hevelep eurioù, labour diouzh ma c’helled ober, diskuizh da sul ha da c’houel, magadurezh yac’h ha fonnus kement hag ezhomm… E Pariz, netra eus an holl draoù-se ken ret koulskoude evit bevañ ervat !

Ha ne lavaran netra eus an dizurzhioù a ra muioc’h a zroug d’ar yec’hed eget ar gwashañ kleñvedoù…

Ur sal vras, renkennadoù hir a weleoù gwenn enni, un niverenn (numéro) ’us da bep hini. En ur gwele war-dro ar c’hreiz e kavomp Katellig. Met amañ ne reer anezhi nemet « ar 26 ». Laikezed, strakelled yaouank faro an tamm anezho, a ya hag a deu ur wech an amzer dre ar gambr, o teuler evezh dreist-holl ouzh ar glañvourien o deus c’hoazh ar vedisined un tamm fiziañs da c’hellout saveteiñ. Ar re all, kaezhidi kondaonet hep distro, ne vez ket, e-kreiz ar pres, prederiet kement ganto… Emaint war an diribin, buan e tiskennont… Ouzh ar red, n’eus remed… Reolenn aes da heuilh !!!…

Ar gwin da reiñ nerzh, al laezh dre zienn, hag an traoù all gourc’hemennet d’ar re glañv n’en em gavont ket atav betek enno… na d’an eurioù merket… Ar renerien a chom alies berr o fri da zizoloiñ an holl mankoù d’an dever.