Huñvre aotroù person Plogoñv

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

An ael a yoa kreñv, me ’lavar, hag a c’hwezhe kalet o lakaat ar mor pennfollet da redek hag an tarzhioù da freuziñ war ar renkennadoù rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a raed a-benn ar sac’hadoù mor oc’h en em deuler, gant un trouz da vouzarañ, e Ifern spontus Plogoñv.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour krinet an iliz gozh ; an aotroù person, Youenn Kermadeg, a yoa en e bresbital o kas e chapeled d’ar Werc’hez.

– Moarvat, eme ar beleg santel war-greiz pediñ, ez ay adarre meur a hini, en noz-mañ, da strad ar mor da evañ ur banne. Pedomp mamm Doue da gas dezho keuz ha glac’har d’o fec’hedoù a-benn m’en em gavint war dreuzioù ar bed all. O Mari, Steredenn lugernus ar mor, Patronez vat Breizh-Izel, pedit, pedit kalz evit ar bec’herien aheurtet-se ; grit d’ho Mab Jezuz ober dezho trugarez !

Hag e save e selloù nec’het war-zu skeudenn ar Werc’hez krouet dinamm.

An aotroù Kermadeg a yoa person e Plogoñv abaoe un tregont vloaz bennak. Mat e oa evel un tamm bara, ha digor d’an holl evel ul levr, en hevelep doare ma c’helled lenn en e galon o klevet e gomzoù ; karet a rae e barrezioniz, evel ma kar e vugale ar gwellañ eus an tadoù.

Gant e 430 den, ’gozik holl pesketaerien, o vevañ war ar beg douar-se ken mac’hagnet gant ar mor, gant e sourradoù avel foll, Plogoñv a vije bet ar baradoz evit an aotroù Kermadeg, paneve ne gave ket Plogoñv troet a-walc’h gant ar relijion. Ar wazed en em roe d’ar vezventi ma’z oa un druez. An dud paour ! roet o divije o ene d’an diaoul evit ur bannac’h hini kreñv ! Ar merc’hed o unan n’ez aent mui da gofes gant aon da vezañ skandalet abalamour d’o fougeerezh. Ar vugale n’aent mui war-dro beleg ebet ur wech m’o doa graet o fask kentañ, hag ar merc’hedigoù a gave ebatoc’h galoupat ar parkeier e pep seurt kompagnunezh eget mont d’ar gousperoù.

Hag an dra-se a rae poan-spered d’ar person kaezh ; ken glac’haret e oa ma ranne e galon en e greiz bep tro ma soñje en e barrezioniz.

Ha koulskoude, nag a bedennoù en doa lavaret, nag a yunioù, nag a binijennoù evit an diankidi fiziet ennañ !

***

– Teñval-sac’h eo, teñval-du, evel e ti an diaoul, a lavare ar person o sevel diwar e gador-bediñ ; ne vezo ket diaes da Baol gornek sammañ va farrezioniz en noz-mañ... N’em eus ket da damall den, kennebeut, perak n’em eus ket poaniet muioc’h d’o c’has war-zu Doue ?... N’ouzon ket an doare da zistagañ bommoù flour ; nann, n’on ket helavarn ret eo din hen anzav ; ha koulskoude, ma karfen...! Klevet a reer blaz al leziregezh war-hed ul lev gant va frezegennoù, ha re laosk e talc’han ar c’habestr. Eno emañ an dalc’h : re e karan va bugale, va zud paour a Blogoñv ! A ! ar garantez a droc’h din va dizvaskell !...

Ur sourrad avel kreñvoc’hik a deuas, hag an aotroù person da lakaat en e gerc’henn ur sin ar groaz eus ar re devotañ. Hag, o vezañ ma’z oa skuizh, ne zaleas ket da vont d’e wele.

Pemp munut goude, korf an aotroù person a yoa astennet e-touez e liñserioù, endra ma’z ae e spered da... vro an huñvreoù.

Klevet a reas ar c’hleier o vrallañ evel da zeiz ar pardon bras ; kement a vole a yoa enno zoken ma’z horjelle ar c’hloc’hdi kozh war e ziazez. Hag eñ, paourkaezh aotroù person Plogoñv, en em gave eno dirak iliz ar barrez, hep gouzout kaer na penaos na perak. E stol zoken en doa degaset gantañ eus ar presbital p’en doa klevet kement a drouz ; hag ez oa deuet da welet petra a dremene a-nevez e skeud e iliz barrez.

Sevel a reas e benn, ha petra ’welas ? O, ne dalv ket deoc’h terriñ ho penn o klask, rak ne gavfec’h biken ! Ur pezhiad den a welas e beg an tour, war e zremm ur barv hir m’en doa ar person mil boan o welet an daoulagad, daoust dezho da vezañ lugernus, evel ar stered en un neñvoù digoc’henn.

Mat, Kristenien, an diaoul oa ; ya, eñ e-unan, aet da bokat d’ar c’hilhog, kredet ho pije ?

An aotroù person n’oa ket bet pell o tivinout, rak, setu amañ ar pezh a lavaras Paolig du, endra m’edo ar c’hleier e bole gwashoc’h evit biskoazh, e riskl bras da deuler ar bern mein d’an traoñ, kement all a stroñs a yoa.

– A ! A ! deuet’out, aotroù Kermadeg ? eme ar pezh fall o varmouzat ; deuet ’out, hein ! m’em eus gouezet brav tennañ ac’hanout eus da wele tomm ! Gwashañ eo evidout ; met ret e vezo dit selaou ac’hanon amañ, peogwir em eus difenn da vont betek ennout.

Gant kement a nerzh e komze an ael divezhet ma chome ar person bamet holl d’e selaou, ha n’hellas lavaret nemetken :

– Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ?

– A ! A ! an hent bras a zo d’an holl, eme dezhañ adarre tad ar gaou ; distro ’on eus ober va eskopti gant an Ankoù, va servijer. Ar mare-mañ dres eo en deus dibabet evit ober e eost dre amañ. En noz-mañ e vezo devezh bras gantañ, o vediñ, ha warc’hoazh mintin mat, er sac’h du-mañ a zo ganin ouzh va skoaz, e sammin hoc’h holl bennoù fall ; ne vezo ket nemeur a bennoù ed mat ; evidon-me avat e vezo un eost puilh, rak holl wazed Plogoñv a zo e stad a bec’hed marvel.

– Evel-se ’ta, evit lakaat eneoù va farrezioniz ker eo ez eus ur sac’h ganez ? a lavaras an aotroù person kaezh, rannet-holl e galon. En aner eo eta em eus-me e-pad tregont vloaz pedet evit silvidigezh Plogoiz ? Ha peseurt gwir ac’h eus-te war va deñved-me ?

– Gwir al louarn war yer ar maner ! eme an diaoul kornek o c’hoarzhin ar pezh ma c’helle.

– Mat, eme berson Plogoñv, selaou bremañ ar marc’had am eus c’hoant da ober ganez. Mar kerez c’hoazh hiriv lezel e peoc’h eneoù ar paourkaezh tud dianket-se, me a c’houlenno gant hor Salver benniget reiñ dit un devezh diskuizh penn-da-benn war an douar.

– A zo mat, fidamdoustik ! eme an ael fall ; hogen, en devezh-se ivez koulskoude, e ranki lezel ac’hanon da sammañ kement a eneoù ha ma c’hellin etre an oferenn-bred hag ar gousperoù. Emaon pell a zo o sellet ouzh meur a hini a gavan darev a-walc’h evit du-mañ : Annaig ar Gwai, ha pa ne ve ken, ar baotrez vrav-se n’eo ket bet o kofes keit all a zo, ha ne ra mui na Pask na Pantekost ebet...

An aotroù person a rae e soñj.

– Mat, emezañ, peogwir eo hounnezh sur a-walc’h da vont ganez, e sammi anezhi en deiz-se, mar n’he deus ket ac’hann di da gaout keuz ha glac’har d’he buhez fall.
Hag o sevel neuze e stol war-zu beg an tour, e lavaras :

– En anv Doue Bethleem, me, person, a sav diwarnout evit un devezh en e hed ar mallozh a zo war da benn, hag, e-keit-se, an traoù benniget ne vezint ket enebourien dit.

– Ha pe zevezh, belegig, ac’h eus soñj da reiñ din evel-se ?

– Ar 25 a viz meurzh, deiz salud an ael Gabriel d’ar Werc’hez. Ha breman, kerzh, paourkaezh rostet, ha kemer laouen bep bloaz an nebeudig eurioù a beoc’h a ro Doue dit en e vadelezh, evit distreiñ adarre goude d’ar boan peurbadus ac’h eus sachet warnout.

An diaoul, evit doare, a yoa ebat ennañ ; diskenn a reas eus e glud gant kement a drouz ma... tihunas an aotroù person en ul lamm ; me ’lavar deoc’h e pakas ur souezhenn oc’h en em anaout en e wele e-touez e liñselioù.

– Na pebezh huñvre souezhus ! emezañ o kas e zorn d’e dal kurunet a vlev gwenn-erc’h. Asa, kaoust koulskoude hag eñ eo un huñvre am eus graet ? Daoust ha n’eo ket kentoc’h ur weledigezh ? Aotroù Doue, Santez Mari, daoust ha deuet e vefet da welet ho servijer e-pad e gousk evit reiñ dezhañ ur c’heloù pe ur gentel bennak ?

« Nann, n’em eus ket huñvreet... An diaoul, re wir eo, a zo azezet aze war gilhog va zour tregont vloaz a zo, ha setu me o tont da ober gantañ ur marc’had peurbadus. Roet em eus ar pevare eus va deñved evit miret al lodennoù all ken darbet dezho int-i ivez en em goll ! A ! ha mar n’em eus ket graet mat !... Daoust ha gwir am boa-me da ober kement-se ?...

Div eur a skoas e tour ar barrez, hag an aotroù person ne gavas netra gwelloc’h da ober eget distreiñ adarre da ober ur pennad kousked.

Da ober ur pennad kousked a lavaran ? Faziañ avat a ran ; serret-kloz e zaoulagad gantañ, an aotroù person a rae meur a soñj. N’oa ket evit kousket gant ar soñj c’hwerv en doa graet ur marc’had gant an diaoul.

O ! an huñvre-se !... Un huñvre ?... Daoust ha n’oa ket kentoc’h ur c’hras a-berzh Doue ?

– O Aotroù ! emezañ da Zoue, c’hwi hag a lenn er c’halonoù, gwelit pegen teñval eo em hini-me. Daou pe dri ene am eus lezet da vont gant an diaoul, met daoust ha n’oa ket gwelloc’h din reiñ evel-se e lod d’an tan ha miret an hanter eus va farrez diouzh an daonedigezh eternel ?... O Doue madelezhus, ho pezet truez ouzhin ! Pardonit din mar em eus dismegañset ac’hanoc’h, ha diskouezit din an tu da saveteiñ ar pezh a seblant bezañ kollet...

Ar c’housked ne deue ket, kaer en doa serriñ e zaoulagad, hag ar beleg mat a glaske dre e benn ar pezh a c’hellje ober evit tennañ Plogoiz a-dreñv skilfoù ar Milliget.

D’ar sul war-lerc’h, gwisket gantañ e gaerañ dilhad oferennañ, an aotroù person a savas er gador goude an Aviel hag a zisplegas e huñvre, pe e weledigezh, d’e barrezioniz.

– ...Ha bremañ, va Breudeur, emezañ, setu amañ petra ’meus soñj da ober evit sec’hañ e fri da dad ar pec’hed. D’ar 25 a viz meurzh e livirin va oferenn un tammig difrezoc’h eget kustum, gwazh a se evit ar merc’hed ! Ober e-giz ma c’hellint evit dont da’m heul ? Evit ur wech en un dremen, se ne ray netra. Kerkent ha m’am bezo kanet an Ite missa est, c’hwi a grogo gant salmoù ar gousperoù, hag arabat e vezo deoc’h koll amzer ! En doare-se ne vezo ket kalz a amzer etre an oferenn hag ar gousperoù, ha Satan, o fiziout war ar marc’had ne vezo ket a bres warnañ ha n’hello ket zoken sammañ an disterañ eus va deñvedigoù keizh.

« Va bugale ker, ho tad ’on, me eo a responto evidoc’h dirak Doue ; fellout a ra din ho kas holl davetañ hep ma’z afe nikun d’an ifern, daoust deoc’h da vezañ tuet da gouezhañ ennañ war ho penn. Doue, hep mar, a bardono din an taol finesa-mañ a c’hoarian da Baolig, hag e kredan e teuio ho kalonoù da deneraat o welet edoc’h ken tost d’an ifern. Evel-se bezet graet.

***

A-dalek neuze holl barrezioniz Plogoñv a deuas da vezañ sent ; an tavarnioù a serras o dorioù hag an ostizien a rankas mont da lec’h all hag an iliz a deuas da vezañ re vihan evit degemeret an dud devot a deue d’an oferenn ha d’ar gousperoù bep sul.

An aotroù Kermadeg a zo marv pell-bras a zo, ha bremañ, kredabl eo, a c’horre an neñvoù en deus plijadur o sellet ouzh korn douar Breizh-Izel a gare kement hag a zo bet tennet gantañ evit atav eus a-dreñv skilfoù an droug-spered.

Ha setu penaos e teuas ar c’hiz da ganañ gousperoù diouzhtu goude an oferenn-bred, da zeiz gouel Maria-Veurzh.