Sul ar c'hazimodo

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

« Felix qui potuit rerum cognoscere causas. »
Ar pezh ’zo bet a vo, a vezo da viskoazh.
    Eürus an hini ’zeu a benn
    Da ziluziañ mat e gudenn.

Neb ’zo, dre c’hras Doue, em bro Treger ganet,
Hep mar, eveldon-me, meur ’wech en deus gwelet
    Da sul lirzhin Kazimodo
    C’hoari terriñ ar c’hozh podoù.

Ur pennadig a-raok ’deu ar re vihanañ,
Mesk-e-mesk, dorn-ha-dorn, da c’hoari ’n ur ganañ :
    « Va bodig mae a ya en-dro.
    Diwall ! da biv a zegouezho. »

Ar re vras, lorc’h enno ’n ul lipat tamm barv
E disheol eus o fri diwanet nevez zo,
    ’Zastum daou-ha-daou, tri-ha-tri,
    Ar podoù grollet da derriñ.

Pep marmouz ’neus stlapet votoù koad a-gostez,
Lardet e votoù ler, e gof-gar marteze,
    Ha plijadur eo her gwelet
    Oc’h ober e baotr dilikat7.

Emaint bremañ renket e ront ’kreiz ar blasenn.
Tad ha mamm, ’tal o dor, ’sell start ouzh pep chupenn.
    Ar verc’h, c’hwi ’gred, ne zalc’h ket pell
    He lagad lemm en he c’hodell.

Deut ar mare : flip, flap, setu ar pod en-dro
Ouzh an eil d’egile. Tec’h ! d’an neb ’hen ’dorro :
    Hennezh ’c’hell ’n em lakaat e stad
    Da bakañ souden ur choukad.

Evit gwir, kentañ tra ’soñj ar reuzeudig kaer
N’eo ket chom da sellat, met kerzhout ’vel ul laer.
    Kaer ’neus redek d’an daoulamm ruz,
    Ne c’hell ket tec’hel a bep tu.

Tapet ha degaset, barnet ha kondaonet,
’Vel ur glazard e-touez ur stroll verien kouezhet,
    Ne dalv netra dezhañ gwinkañ.
    Neb a dorr ar gwer ’rank o faeañ.

Daou grog en e golier, pevar en e zivrec’h,
Kement all en e dreid. Emañ-eñ… fri d’an nec’h,
    Gwintet war an tomm ha stropet
    Nav gwech war an douar kalet.

Arabat eo leñvañ, Fantig, na c’hwi, Janed…
Pep hini ’neus e dro ; bremaik e welfet
    Talier Job, Fulup hag Alar
    O pokat ivez d’an douar.

Hiniennoù ’velkent zo ken tanô o fri
Mar gouzont ’n em dennañ flamm-pesk eus ar c’hoari.
    Eürus ar re a zeu a-benn
    Da ziluziañ naet o gudenn.

’Hed ma ya ar re vras d’ar gêr hep kasoni,
Ar re vunut a zeu da beurgrizilhoniñ
    An nemorant8 hanter drailhet,
    Biken skouer vat ne ve kollet.

    II

Bremañ pevar c’hant vloaz, e welomp da gentañ
Ar c’hoari-mañ etre Gringoir hag ar c’hoantañ
    ’Neus fiñvet dindan ar stered.
    Evel-henn ’zegouezhas ar bed :

Skrivagner Gringoir zo er stad divalôañ ;
Un tamm c’hoazh hag e vo lipet gantañ e loa.
    Esmeralda ’sell a druez
    Ha dre ur ger ’harp e vuhez.

« N’out ket c’hoazh tre e-maez da afer, emezi ;
Barnet ’on bet, te ’oar, ganez da zimeziñ ;
    Terriñ ’rankas ar bodez-mañ ;
    Anez, ne vezo graet netra. »

Kerkent ar bodez pri zo lakaet e dek tamm.
« Un eur ouzhpenn ’oan mik, setu-me pried flamm !
    Na bravañ kegin, emezañ !
    Ma ’afen bremañ da goaniañ ? »

Naetaet gantañ an daol, riñset meur a werenn,
’Pad m’en deus bec’h va gwaz ’vit dastum un neudenn,
    Va merc’hig, ’vel ul logodenn,
    Hep chom da grignal, en em denn.

O ! n’eus forzh, ’me va c’haezh, brav ’vo din-me c’hoazh,
Mar gallan en ti-mañ roc’hal betek warc’hoazh !
    Kement a ra o turiat,
    Ma kav erfin ur gwele koad.

    ***

An div c’hoari, moarvat, zo kenitervezed
Un all ’gav marteze ’int zoken c’hoarezed.
    ’Vit sur, nag an eil nag eben
    Na ziskaro e c’hoarzh da zen.

Hag an eil hag eben zo kuzul d’ar baotred
Da lakaat evezh mat kent ober un torfed,
    Ha da chom hep c’hoari a-grenn,
    Na n’ouzont sachañ o spilhenn.

Da b’hini reiñ ar maout ? Nebaon, se n’eo ket aes.
Lod ’gar bezañ e-barzh, lod kaout ho fri e-maez.
    ’Velkent, me ’gav din, Tregerniz
    Ro lamm da aotrounez Pariz.


7 T diliket

8 demorant