Sklêrijenn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Un taol kloc’h c’hoazh, marteze, ne ve ket fall daonet.
Kement hini ’son e gloc’h ’gar bezañ enoret,
Ha lenner ha lennerez pa glevont bolead,
Pezh ’lavar o c’hloc’hig kaezh ’deus gwir da intent mat.
Hogen ma son a lâro pezh ’meus c’hoant da lârat.

Ur c’hazh, ’vidon, zo ur c’hazh, ur pec’hed, ur pec’hed,
Hag etre ar pec’hedoù ne lakan kemm ebet ;
Rak veniel ha marvel ne’z int nemet komzoù,
Komzoù graet evit lakaat e pep lec’h divizoù
Gant tud ’zo o flijadur pesketa er poulloù.

    ***

N’eo ket me a vo tapet, e heul ar saeoù du,
O skuilhañ pec’hedoù faos, ’vel grizilh a bep tu.
Tra ; start a-walc’h e kavan hent an dek gourc’hemenn.
Dre gwaremmoù treuz, moarvat, hi* flourig ’oar tremen…    [ar sklêrijenn] 
Er piñsin dour benniget, distrempet al lezenn…

Ha c’hwi ab’lamour ma rit, d’ar sul, un abadenn ;
Krabiser kig, ur gwener ; roit ur c’hoarzhadenn
D’an dousig koant, ur sac’h du ho stlapo ’kreiz an tan
Er purgator, en ifern, ’vel ma plijo gantañ !!
Eñ ’vo atô war ar c’hlud ! ha c’hwi atô dindan ?…

    ***

Da betore den furik ’roio-eñ da grediñ
’Neus galloud, pap o faziñ, d’ho netaat, d’ho kwalc’hiñ ?
Doue hepken a c’hell se, met nikun all ebet ;
Kement-se zo ken anat eget an dour a red,
Petra bennak ’c’hwitello kureed ha paped.

Setu ’ta penaos ’vo kont. An noz zo tremenet.
Deut eo tro ar sklêrijenn. Bezit ganti renet !
Hirie neb a chom a-dreñv ret e ve pladennek.
’Vit gounit un tamm gwastell her ’weler o redek,
Hag e vouzfe eus ar waz rostet evit e veg ?

    ***

Nann, nann, se na vezo ket ; na vezo ket lâret
’Chomo kristenien Tremel, Lannuon, Plouared…
Sklaved d’ar bernioù gevier ’zo bet savet er vro
Gant ur vandenn romaned, pa ne oe den war-dro
’Vit difenn ar wirionez ; hogen n’eo ket marv.

Nann, skediñ ’ra a-nevez. Krogit an Aviel
Hag e lennit penn-da-benn. ’Vit diskar o banniel
D’an holl tadoù dizimez, d’hemañ tad absolver,
Da hennezh rustoc’h, ’anver, ’vel just, tad kivijer,
Gant al levr-se n’eus netra aesetoc’h da ober.