Pa oan bihan

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

d’an Aotroù M. an Danteg
va mestr kentañ ha muiañ-karet
hiriv barner e Porzh-Loeiz
(Morbihan)

Ne garen, siwazh din nemet c’hoari gwechall,
Ha bremañ, pa’z on griz setu ur c’hoari all :
Krog ennon an debron da fritañ pezh a raen
          Pa oan bihan.

Raktal, d’ar sul vintin, pa vijen kempennet,
Da di va mammig kozh, ’blije de’i bout poket,
’Vit tapout liardig, me ’lamme ’vel un oan,
          Pa oan bihan.

E-trok un eil liard, ouzh mamm va zadig-kozh
Me ’strinke ur pok all ; setu neuze penaos
En em gaven seder ha pinvidik-kenañ.
          Pa oan bihan.

O, nag a blijadur p’arrue meurlarjez !
O klevout ar vombard ma c’halon a dride.
Hag o welet dañsal me ’zañse va-unan.
          Pa oan bihan.

Met, paket al ludu, beuzet meurlarjez gaezh,
Gant tammoù fichell flask oe ret peuriñ bemdez,
’Vel ur paourig Lazar me ’ranke bale moan,
          Pa oan bihan.

Ur wechig me ’welis ur sklisenn gar poñsin
’Istribilh ouzh barv ur pikol kabusin :
« O ! an dra-se ned eo nemet fars emezañ »
          Pa oan bihan.

Met c’hoarvezout ’reas din gwelet lost an askorn ;
’Velkent ne gouezhas ket e viz bihan ’n e zorn :
« Toc’hor ’on hag ouzhpenn tri skoed d’ar pap ’dlean. »
          Pa oan bihan.

Eus e werenn leun razh laouen ’m bije tennet :
« Ar gwin, e lâre din, na dorr ket ar sec’hed…
Ev hini ar pesked, hennezh eo ar c’hoan. »
          Pa oan bihan.

An dud ’lâre penaos Itron-hanter-koraiz
A stlape rubanoù deus beg an tour a-leizh.
Nag a wech ’on bet skuizh o klask kaout ur ruban !
          Pa oan bihan.

E-tal an tan, er goañv, paotr ar c’hontadelloù
’Zalc’he digor hon beg o tibun marvailhoù.
Met gwashañ oa, paourkaezh, me o lonke hep poan
          Pa oan bihan.

Diwall, kriz an amzer, ’ve c’hwitellet hiriv
D’ar marmouzig gwisket e-giz ur c’hozh aotroù.
Diskabell, diarc’hen, peuh ! me ’gerzhe, hañv-goañv,
          Pa oan bihan.

Nag a wech o laerezh per, kerez, avaloù,
Spezad hanter-dar[e]v ’meus bet lemm em bragoù !
Mestr ’velkent n’em pake, ken a reden buan,
          Pa oan bihan.

Hogen, bep gwech avat ’raen skolig al louarn,
’Vije din astennet va sammig divskouarn,
Ha bara sec’h ha dour ’rae goude-se va c’hoan,
          Pa oan bihan.

Mar kleve va zad-kozh kuzulig an delienn,
Ma kroze va mamm gaezh enep ur geliennenn,
’Vidon-me ne gleven ar c’hilhog o kanañ,
          Pa oan bihan.

En amzer-se sodik ’c’hoantaen bezañ kozh.
Setu teuzet an deiz, deut war va chouk an noz.
Pegen brav oa bevañ, ’lavaren hep ehan,
          Pa oan bihan.