Kreisker

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, A. Chevalier, 1885
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ur paotrig, o welet
Tour Kreiz-Kêr gwarezet
He fenn ’tal dor an neñv10,
Evel-henn ’c’houlenne :
« Piv en deus ’t’ eñ savet
Betek bro ar stered
Ha ken koant ma lavar
Pep hini ’out dispar ?

Kerkent ’seblant dezhañ
Klevout ar c’homzoù-mañ :
« Savet ’on bet, bugel,
Gant ar Feiz ; ken uhel
’Vit bezañ ur skouer vat
Da bep kalon Breizhad,
’Vit ma savo ivez
E bedenn da Zoue.

Gwell a se mar kaver
Ken bravik tour Kreiz-Kêr
Ma ne weler un all
Trec’h dezhañ e Bro-C’hall.
Me ’garje esperout
Dre va c’hened, plijout
A-walc’h evit derc’hel
Da sell war Breizh-Izel.

Bennozh dit ma gellez
Prizout an dantelezh
Gant pere ’on gwisket,
Neb m’en deus kizellet
Oa leun a garantez.
Te, ivez, lak evezh,
Da boaniañ ’vi[t] da vro
Ma vi heñvel dezho. »


10 T ee