Kreisker

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kreiz-kêr, pegen brav da’z kwelet,
Da bennig kuzhet er goabrenn !
Evel bleunioù tan, ar stered
’Strink a-dreuz da dantelezhenn
O sked, d’abardaez en hañv.
Kreiz-kêr, dit demat a lâran.

Pa oan gwechall en da gichen,
Sempl evel ur perroked bloaz,
O klask distagañ penn-da-benn
Rosa Rosætemplum templa,
Nag a wech e chomen bodet*    [baotet]
Da’z gwelet ken mistrig brodet !

    ***

O ! ur mintinvezh, n’ouzez ket,
Em eus te kavet koantoc’h c’hoazh,
Koantoc’h eget n’oufen lâret.
’B’oe zo tremenet trizek vloaz.
Ha pa vevfen pemp gwech pelloc’h
’Vidon na vi nemet kaeroc’h.

War-zu Bro-Saoz e oamp en hent.
Un avel bleiz a strope
Ar gwernioù ken na wigourent.
An noz teñval du ’hirvoude
Froudenn dañsal oe pell diouzhomp,
Ar c’houmoul ’valse ma c’hwezhjomp.

    ***

Ar paourkaezh lestr, ’vel ur grogenn,
’Nije war ar mor fuloret,
Wagenn her gase war wagenn.
Ar stur ’vel pa vije torret
N’en doa tamm nerzh evit sentiñ,
Nag an ijin-tan ’vit trec’hiñ.

En hevelep doare, e-lec’h
Rodal e mor du ar Saozon,
Hi ’n em gavas etre divrec’h
Aod glas Kastell-Paol-a-Leon.
Va joa ! p’arruas gouloù deiz
Da’z kwelet, Tour koantik a Vreizh !

    ***

Sellit, mignoned, sellit ’ta,
Sellit an tourioù ken brudet,
O ! Sellit, sellit da gentañ,
Ar gaerañ ’c’heller damwelet.
Kreiz-kêr benniget, an eurvad
’Evas pezh ’felle din lârat !