Koniri

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E pardon-fask Koniri
Pep hini ’dap e hini.
Pegen seder ’ve Plougras
Hag ar sant kalz muioc’h c’hoazh
’N ur welet war e dachenn
Ar yaouankiz ken laouen !

Ar werc’hezed eus ar vro,
Div ha teir lev diwar-dro,
’Deu kalonek da bediñ
Koniri d’o zimeziñ.
Ar baotred, c’hwi a’m c’hredo,
Skañv o zroad a red eno.

Met, va lezit da gontañ
Pezh a c’hoarvezas ur bloaz.
Ur flipadenn ’zo ab’oe 
Ha pell zo gwintet va leue ; 
Rak se ’ta va istorig
Na roio poan d’ar c’haezhig.

Fañch Begek en doa prenet
Ur vantell. Meurzh tremenet
N’en doa c’hoazh kavet an tu
Da reiñ avel d’e blev du,
P’arruas ar Sant kentañ
Eus an armel d’e dennañ.

Koniri, hervez e giz,
En enor d’ar yaouankiz,
’Neus pedet an heol d’e c’houel
Hag hemañ, evit disgwel
’Ra e vad plijout d’ar Sant,
Strink dezhañ e selloù koant.

Pardonerien a glever
En em glemm eus an dommder ;
Lod zoken a gemer droug.
E vantell hir war e chouk,
Fañch ya ’digor e c’henoù,
’N ur rodal ’vel un Aotroù.

An dour a ruilh war e veg ;
Ha ! gant-se ’mañ va Begek !
Ar merc’hedoù o tremen
A zistag ur c’hoarzhadenn…
Va leue ’gred en e galon
Eo ar maout ’barzh ar pardon !

En hent : « Penaos ’maout distro…
Hep mestrez, goullo, goullo ? »
– O ! ’me Fañch, flour e lagad,
N[e] ouien pelec’h lammat…
Re sammet a vijen bet
Gant re ’deus va c’houlennet…