Kaerañ tra ur paeron
Auteur
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, A. Chevalier, 1885
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Dec’h c’hoazh, eme Gabig, ma stad oa trist-kenañ.
An holl o doa spered, begoù lemm ha lirzhin.
Me, ma lârjen ur ger, ’vije graet goap diouzhin :
« Sell ar balbouzer-se… petra c’hoari gantañ ? »
Un taol avel, setu an traoù war an tu gin.
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ;
Kement hini a priz kement tra a lâran ;
Hiriv ’kavfen ar mêr a-du da prestañ din ;
War-bouez un neudenn brein me ’dapfe kalonoù ;
Ma taolfen ma chupenn, me ’rafe burzhudoù.
An abeg eus a se ha n’her welit-hu ket…
Va faeron – furañ den ! – ’noa goret un teñzor ;
Gant e pok diwezhañ hel ’ledas d’e filhor.
Hogen, war an dañvez ’ziwan atav spered.