da F.-M. an Uc’hel

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

     dieller an departamant
     e Kemper

Dit, va c’henderv ha mignon,
’Kinnigan a greiz kalon
Va levrig kentañ e yezh
A garas ’vel da vuhez.

A da betore den all
’Oufen-me paourig soñjal ;
Ha n’eo ket te da gentañ
’Deus va lakaet d’her pentañ ?

C’hoant ker em boa da c’hoarzhin
Pa’z glevis o lârat din :
Perak lipat yod gallek
P’eo gwelloc’h ar Brezhoneg ?

Met… ’lâris din va-unan :
Se zo gwir, m’her gred hep poan…
Ken lart ’vezin marteze
Gantañ ha gant egile.

Ha setu me laouen bras
War varc’h war un tamm penn bas1
Ha dio2 a-raok a strak foet
’Vel kure o klask e voued.

’Vel hemañ, tamm-ha-tammig
Am eus paket va sammig.
Hep chipotal ’gemeromp
Allaz ! pezh ve roet deomp.

Gwell dister eo va levrig
M’her goar, met ur mestr furig
A oar ivez ’dle kreñvaat
Diskibl ’ziskouez e youl vat.

Ur roue Frañs a lâre
’N ur reiñ kement a c’helle :
O ! M’am bije c’hoazh ouzhpenn
Kalonek dec’h her rofen.

’Mezon, na welin biken
Kurunenn Frañs war va fenn.
Met, n’eus forzh ; me a gano
Em yezh betek va marv.


1 galleg bât

2 evit Doue, galleg Dieu