Enor

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Enor d’hon soudarded ha d’hon martoloded
A ya ken kalonek betek ar broioù pell
Da ziskouez d’ar bed holl e ouzont c’hoazh mervel
Evit ar Frañs. D’he c’hlemm ? « Va anv ken brudet

Zo bet saotret e Chin ; hen netaat a zo ret. »
He bugale raktal ’deus kroget ’n he banniel
Hag eñ hen dougen sonn ’lâront a vouezh uhel :
« Ra vezo da viken doujet hon Mamm karet ! »

Va Breizh-Izel, te ’c’heus kaset da lodenn vat
Enep an torfedour ’vit her pigosat start.
O ! diouzhit en deo soñj ar rouanez trubard,

Ha dre holl adarre ’vo meulet ar Breizhad.
Gounezet an Tonkin, gant lorc’h ni a gano :
Enor deoc’h-c’hwi breudeur, hon deus veñjet eno !