un Dro vale en Ifern

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Darn a weler touzet gant ar falz Purgator.
War gement-se ’meus graet ur pennadig istor.
Rak aon ouzh an ifern darn all zo o vougañ ;
Ur gomzig d’ar re-mañ ’meus mall da zisplegañ.

« Petra, ma mabig paour, petra ’maout aze c’hoazh,
Hep bezañ furaet tamm ? Birviken na vi gwaz. »
Biken ! Klevout a rit-hu pezh a lâre an tad,
Hast gantañ da welet e baotr ober neuñv12 vat ?

« Kemennet em boa dit tregont vi houadez…
Hen hadet ’c’heus war hent Tremel da Vontroulez ;
N’eo ket plijet ganez dougen ervat da vec’h…
Kerzh adarre en-dro, distro da foar an nec’h. »

Koulz skeiñ war ar c’herreg ha krial « tadig kaezh » ;
An nor zo morailhet, Yann zo e fri er-maez.
Dispak e viou, ne gav, en distro, nemet nav !
Me ’vo ’ta emezañ, ur sodig-nay atav !

– Ya mab, n’az po netra ’vit labour hanter graet ;
Hen gas da benn zo ret abred pe ziwezhad.
Arabat dit anez huñvreal plijadur…
Amañ pe e lec’h all ’ranker reiñ ar muzul.

Setu aze, ma faotr, petra eo an ifern :
Atav, atav, atav lammat e-kreiz ar spern,
Gouzañv, leskiñ eta an naon hag ar sec’hed,
Keit amzer ma vezimp mignoned d’ar pec’hed.

    ***

Met neuze, pep hini, pa ’neus ifern ebet,
’C’hell c’hoari he dampaotr ? – Hola kamaladed…
Dalc’hit ho troad er pal ; a-dreñv an arvezioù,
Rak ho pet soñj, ar Mestr ’zalc’h kont pizh eus ho vioù.

    ***

An ifern zo toet a c’hoantegezhioù kleuz.
Dispignet ho tanvez, ho yec’hed, mar hoc’h eus ;
’Vit an Aotroù, c’hwi ’oar n’ez eus na deiz na noz ;
Dre-se e vadelezh ’plij ganti o gortoz.

Dastumit ’ta, mar plij, holl pabed hoc’h ifern
E pelec’h hon stlapit ’vel sac’hadoù eskern.
C’hwi ’mezon-bras a zo boazet da c’hwezhañ tan
Ha da c’hoari sach blev gant ho komper Satan…

It eta, kanfarded, hoc’h-unan da gentañ
Da ziskouez deomp penaos e fell deoc’h hon rostañ.
Mar geo brav ar c’hoari, c’hwi her gemenno deomp,
Goude ni ’n em denno en doare ma garfomp.