Dre amañ, dre aze
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Ar pichon koulm o c’hrougousat
D’e barezig a lâr dalc’hmat :
Ro din ur pok bremañ,
Ro din ur pok bremañ.
Ar vammig koulm, peurliesañ,
’Gas evel-henn he far da vesa :
Roet em boa dit dec’h,
Roet em boa dit dec’h.
***
Yann an Dalc’hus a zo paeron.
E filhor ’glev bep tro : « ’mezon
N’em eus gwenneg ebet…
Ur wech all ’vo gwelet. »
Paeron ’had boullik e jardin.
– O ! ’me ar marmouz, me ’gav din
’Hadit re stank ho piz,
N’heuilhit fulenn ar c’hiz.
***
Nonnig diek ’vit gogeal,
’C’hoari poulig*, ’reiñ bronn d’ar bal, [?]
A zo dispar er vro.
Aet he danvez en-dro.
***
Paotr brav, Daniel mil micher !
Kement tra a’noc’h ’oar ober,
Hag un draig ouzhpenn :
Yota treut ’n e grogenn.
***
Fant ar Bizenn a vern madoù :
Sec’h eo evel ur c’hant tachoù ;
Nemet dastum ne ra,
Da zen ne ro netra.
Diskrog eo ur wech an durkez :
Brasañ joa e ti Fantig kaezh !
Ar mab a frink gant lorc’h.
Goude ’rastell ar forc’h.
***
Heñvel bev da Paol gornek
Eo ’n em gavet If genaouek.
Pezh a ra, ne ra ket…
Raktal er vourc’h a red…
Drol ! e wreg na wel den a-grenn
Met ar c’hazhed-koad ! daoust hag eñ…
Un tadig kofesour
’Ve komaer ’vel an dour !
***
Eus traoù nevez ’zrailh ar person,
Litig na lonk nemet ar son.
Infaillibilité !
Hi ’lipfe ar gaou-se !
Ma ’velkent, he fask ’dap Litig !
« Koll an trebez, sec’h ar bilig…
Ar c’hoari-se ’ve fall.
Piv a chomfe em stal ? »
***
Beg flour Janed zo er piñsin,
An dud n’ehan da c’hoarzhin…
– Kasit ho koap pelloc’h.
’Meus ket afer ouzhoc’h. –
Petra ’fell deoc’h ? An drouk-ijin
’Doa troet he fenn en tu gin…
O ! nag a baotrezed
Er puñs ’vel-se kouezhet !!