Djali

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, A. Chevalier, 1885
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Djali, va gavrig ken karet,
O, petra ’out deut da vezañ ?
Skrapet gant daou zen kounnaret,
E pelec’h ’out aet da gouezhañ ?

Piv en divije lavaret
’Vijent kriz a-walc’h da’m lazhañ !
Dit ’out va c’halon glac’haret,
Ha red va soñjoù diwezhañ.

Te oa va dousig mignonez,
Va skoazell, va nerzh, va buhez.
Djali laouen ’vel un aelig,

E-lec’h tridal na ri bremañ
Nemet da-unanig leñvañ
War Esmeralda reuzeudik.