Aotroù Flammig

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Alphonse Lemerre, 1879
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Ar vamm Mikaela

Setu Aotroù Flammig, gwisket flamm, gwisket kaer,
N’eo ket mui ur maeziad, n’eo ket c’hoazh ur paotr kêr.

Sellit e benn touzet, touzet gant ar c’hreoñer :
N’en deus ket blev hir, n’en deus ket blev berr.

Dont a ra eus ar skol, klevomp holl e brezeg :
N’eo ket mui brezhoneg ha n’eo ket c’hoazh galleg.

Fougeer ha direizh, war bep dra ’grog e zent :
Goap a ra war an diaoul, goap a ra war ar sent.

Hanter vat, hanter fall, setu Aotroù Flammig.
Allaz ! An oanig gwenn a zo deut ul louarnig.

Setu Aotroù Flammig, gwisket flamm, gwisket kaer,
N’eo ket mui ur maeziad, n’eo ket c’hoazh ur paotr kêr.

    e miz meurzh 1843