Tour an Arvor (4)
Azenor o vonet d’an tan – an deiz –
Ken dibreder evel un oan,
Gwenn he dilhad, ha diarc’hen,
Flak war he skoaz he blev melen.
Azenor o vonet d’an tan – paourez –
Holl a lâre bras ha bihan :
– Pec’hed eo, sur, perc’hed marvel
Deviñ ur c’hwreg tost da c’henel ! –
Holl ’hirvoude bras ha bihan – en hent –
Nemet he mamm-gaer he-unan :
– Ned eo ket pec’hed nemet mat,
Mougañ an naer gant he c’hofad.
Plantit c’hwezh, tanourien seder – plantit* – [K plantet]
Ma pego an tan ruz ha taer ! –
– Plantomp c’hwezh, paotred, d’an tizh-vat,
Ma pego an tan-mañ ervat ! –
Kaer en devoant c’hwe’añ ha c’hwe’iñ – c’hwe’añ –
Na bege an tan dindani ;
C’hwe’iñ, c’hwe’añ, c’hwe’añ, c’hwe’iñ,
Na zeue an tan da begiñ.
An penn-barnour ’dal’ ma welas – ar bec’h –
Souezhet a-grenn a chomas :
– Boemet, ’michañs, an tan ganti ;
Pa na sav ket, ret he beuziñ ! –