Ar roue kozh ’dal’ ma glevas – ar vrud –
’Leizh e galon gouelañ ’reas
Ha sachat deus blev gwenn e benn :
– Gwa me ! gwa me ! dre ma ’on hen* ! –    [kozh] 

Ar roue kozh a c’houlenne – paourkaezh ! –
Gant ar vordeidi neuze :
– Mordeidi, na nac’hit ket :
Daoust hag emañ va merc’h devet ? –

– Ho merc’h ned eo ket devet c’hoazh – aotroù –
Devet a vo a-benn warc’hoazh ;
’Mañ hi atav e beg an tour,
O kanañ he c’hlevis neizhour.

O kanañ he c’hlevis neizhour – aotroù –
Kanañ sioul – o ! – kanañ flour :
« Ho pezet, ho pezet truez,
Truez outo, o va Doue ! » –