– Piv ac’hanoc’h-hu a welas – mordud –
E beg an tour, e ribl an traezh ;
E beg tour krenn kastell Arvor
Daoulinet itron Azenor ? –

– An itron hon eus-ni gwelet – aotroù –
E prenestr an tour daoulinet,
Drouklivet he jod, du he sae,
Sioul he c’halon koulskoude. –