Merzhin barzh (8)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Selaouit holl ; holl selaouit,
Ma hoc’h eus divskouarn da glevet !

Selaouit holl hag e klevfet
Ar pezh a zo gourc’hemennet :

Dont da eured merc’h ar roue,
Neb a garo, a-benn eizh deiz ;

Dont d’an eured, bras ha bihan,
Kement a zo er c’hanton-mañ ;

Dont d’an eured, tudjentiled,
Kement ’zo e Breizh hed-ha-hed ;

Tudjentiled ha barnerien,
Tud a iliz ha marc’heien ;

Ha da gentañ ar Gonted-Vaour*    [-Veur] 
Ha re binvidik ha re baour ;

Ha re binvidik ha re baour,
Na vanko d’e arc’hant nag aour ;

Na vanko d’e kig na bara,
Na gwin, na dour-vel da evañ ;

Na skabelloù da azezañ,
Na paotred skañv d’o servijañ ;

Daou c’hant pemoc’h a vo la’et
Ha daou c’hant penn-kole lardet ;

Daou c’hant ounner, ha kant karv,
A gement koad a zo er vro ;

Daou c’hant ejen, kant du kant gwenn,
’Vo roet o c’hrec’hen dre rann krenn ;

Kant sae a vo, hag a c’hloan gwenn,
Hag a vo roet d’ar veleien ;

Ha karkanioù aour a vo kant,
A vo roet d’ar varc’heien goant ;

Mintilli glas ’vo leizh ur sal
Da reiñ d’ar merc’hed da vragal ;

Hag eizh kant bragez nevez c’hraet,
Da reiñ d’an dud paour da wisket ;

Ha kant soner war o zorchenn,
O son noz-deiz, war an dachenn ;

Ha Merzhin-Barzh e-kreiz al lez
O veuliñ ar briadelezh ;

C’hoari a-walc’h a vo eno ;
Kement all birviken na vo. –