Stourm an Tregont (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

– Lavar din-me, lavar din-me,
Pet zo an’e, va floc’hig-me ? –
– Pet zo an’e ’leverin deoc’h* :    [K dec’h] 
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’hwec’h :

Pet zo an’e ’leverin dec’h* :    [idem] 
Pet zo an’e, aotroù : pemp, c’hwec’h,
Seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.

Pemzek ! ha lod all c’hoazh war-lerc’h :
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’hwec’h,
Seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek. –

– Mard int tregont koulz eveldomp,
A-raok ! paotred, ha bec’h warnomp !
Prim d’ho kezeg gant ar skoursal* !    [fauchard] 
Na zebrfont ken glas hor segal ! –

Ken buan a goue’e an taolioù
Ha morzholioù war annevioù ;
Ken koeñvet a rede ar gwad
Hag ar wazh goude ar barrad ;

Ha ken didammet an harnez
Eget pilhennoù ar paourkaezh ;
Ha klemm ar varc’heien er c’hloaz,
Ken rust eget mouezh ar mor bras.