Stourm an Tregont (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

– Aotroù Sant Kado, hor paeron,
Roit-hu deomp-ni nerzh ha kalon.
Ma c’houne’imp, hiriv an deiz,
War enebourien eus a Vreizh.

Mar deomp-ni d’ar gêr war hor c’hiz,
Ni a roy deoc’h-hu ur gouriz,
Hag ur chupenn aour, hag ur c’hleñv*,    [c’hleze] 
Hag ur vantell c’hlas liv an neñv ;

Ma lâro an dud, o sellet,
Aotroù Sant Kado benniget :
« Koulz er barroz hag en douar,
Sant Kado n’en deus ket e bar ! »