Stourm an Tregont (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ar miz meurzh, gant e vorzholioù,
A zeu da skeiñ war hon norioù ;
Ar gwez a bleg gant glav a-builh ;
An doenn a strak gant ar grizilh.

Hogen n’eo ket e vorzholioù
Hepken, a sko war hon norioù ;
Ned eo ket ar grizilh hepken
A lak da strakal an doenn ;

Ned eo ket hepken ar grizilh ;
N’eo ket ar glav a zarc’h a-builh ;
Gwashoc’h eget avel ha glav
Ar Saozon fall an hini eo !