Melezourioù arc’hant

barzhaz breizh - melezourioù arc'hant (les miroirs d'argent)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Selaouit holl, o ! selaouit* !    [W seleuet] 
Ur sonig nevez zo savet.

Ar Varc’harid deus Kerglujar,
Probikañ plac’h ’oa war an douar.

Hag he mamm a lâre dezhi :
– Marc’harid gaezh, koantik ’oc’h-c’hwi !

– Ha petra ’vern din bout ken brav,
Pa na’m zimezit ket atav ?

Pa ve deut an avalenn ruz,
Ret eo e gutuilhiñ diouzhtu !

Kouezh ’ra diouzh ar wezenn an aval :
Ma n’her kutuilher, ’ya da fall.

– Ma merc’hig, en em gonfortit*,    [W gonfortet] 
A-benn ur bloaz e vec’h dim’et.

– Ha mar varvan a-raok ur bloaz* ?...    [W ble] 
C’hwi ’po glac’har vras goude-se !

« Ma varvan-me a-raok ur bloaz*,    [idem] 
Ma lakit en ur bez nevez.

« Lakit tri boked war ma bez,
Unan a roz, daou a lore.

« Pa zeuy ar gloar* eus ar vered    [les jeunes clercs selon LV
E kemerint bep ur boked,

« Hag e lârint ’n eil d’egile :
Setu ur plac’h yaouank ame*    [?] 

« Hag a zo marvet en he c’hoant,
Da zougen miroueroù arc’hant.

« War an hent bras kent ma lakit*,    [W laket] 
Kloc’h evidon ne sono ket ;

« Kloc’h war an douar ne sono ket,
Beleg da’m c’herc’hat ne zeuy ket.