Melezourioù arc’hant

Selaouit holl, o ! selaouit* ! [W seleuet]
Ur sonig nevez zo savet.
Ar Varc’harid deus Kerglujar,
Probikañ plac’h ’oa war an douar.
Hag he mamm a lâre dezhi :
– Marc’harid gaezh, koantik ’oc’h-c’hwi !
– Ha petra ’vern din bout ken brav,
Pa na’m zimezit ket atav ?
Pa ve deut an avalenn ruz,
Ret eo e gutuilhiñ diouzhtu !
Kouezh ’ra diouzh ar wezenn an aval :
Ma n’her kutuilher, ’ya da fall.
– Ma merc’hig, en em gonfortit*, [W gonfortet]
A-benn ur bloaz e vec’h dim’et.
– Ha mar varvan a-raok ur bloaz* ?... [W ble]
C’hwi ’po glac’har vras goude-se !
« Ma varvan-me a-raok ur bloaz*, [idem]
Ma lakit en ur bez nevez.
« Lakit tri boked war ma bez,
Unan a roz, daou a lore.
« Pa zeuy ar gloar* eus ar vered [les jeunes clercs selon LV]
E kemerint bep ur boked,
« Hag e lârint ’n eil d’egile :
Setu ur plac’h yaouank ame* [?]
« Hag a zo marvet en he c’hoant,
Da zougen miroueroù arc’hant.
« War an hent bras kent ma lakit*, [W laket]
Kloc’h evidon ne sono ket ;
« Kloc’h war an douar ne sono ket,
Beleg da’m c’herc’hat ne zeuy ket.