Lez-Breizh – ar C’himiad (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Hag ar paotr d’ar gêr en ur redek :
Ha war varlenn e vamm, ha prezeg :

– Ma mammig, ma mamm, na ouzoc’h ket ?
Biskoazh tra ken brav n’am boa gwelet ;

Biskoazh netra ken brav na welis
Hag am eus gwelet hiriv an deiz :

Bravoc’h den hag an aotroù Mikael
A zo en hon iliz, an arc’hael !

– N’eus den, ma mab, bra’oc’h* koulskoude,    [bravoc’h] 
Bravoc’h evit aelez hon Doue.

Salv ho kras, ma mamm, gwelet a reer ;
Marc’heien, emaint-i, o anver ;

Ha me a fell din monet ganto,
Ha monet da varc’heg evelto. –

An itron gaezh, evel pa glevas,
Teir gwech d’an douar a fatigas*.    [LV tomba sans connaissance] 

Ha paotr Lez-Breizh, hep sellet a-dre*,    [a-dreñv] 
E-barzh ar marchosi a eas tre,

Hag ur c’hozh inkane a gavas,
Ha prim war e c’horre a bignas ;

Hag eñ kuit da heul ar marc’heg ken* ;    [LV beau] 
Kuit, ha timat, hep kimiadañ den ;

Da heul ar marc’heg ken da Gemper ;
Ha kuitaat a eure ar maner.