Fontanella (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

– Demat, roue ha rouanez,
Deut ’on d’ho kaout en ho palez.
– Pa ’oc’h deut, deut mat ra viet !
Met ac’halenn c’hwi na yey ket.

– Met a ac’hann me a yelo,
Aotroù roue, pe ni ’welo !
Sternit din-me ma inkane,
Ma in-me d’ar gêr adarre.

– Da Goadelan c’hwi na yel ket ;
D’ar prizon, ne lavaran ket ;
Chadennoù a-walc’h zo em zi,
Evit chadennañ daou pe dri.

– Pajig, pajig, pajig bihan,
Kae ken skañv ’trezek Koadelan,
Ha lavar d’ar bennhêrez kaezh
Ma na zougo mui dantelezh ;

Ma na zougo mui dantelezh,
Rak he fried paour zo diaes ;
Kas din ur roched da wiskañ,
Hag ul liñser da’m lienañ.

Kas din, te, ur roched lien,
Hag ul liñser vras lien gwenn,
Hag ouzhpenn ur plad alaouret,
Da lakaat va fenn da sellet ;

Dal ur guchenn eus ma blev-mañ,
Da stagañ ouzh dor Koadelan
Ma lâro re ’yey d’an iliz :
Truez Doue war ar markiz !

– Kasit blev kement ma gerfet ;
Evit pladoù aour ne vern ket ;
Taol’t ’vo e benn war ar pae*,    [pavé] 
Da c’hoari boull d’ar vugale. –

Ar pajig bihan ’lavare,
E Koadelan pa errue :
– Demat, demat deoc’h pennhêrez,
Gwelloc’h ’vit zo gant ’n aotroù kaezh !

Ur roched a c’houl’ da wiskañ,
Hag ul liñser d’e lienañ,
Hag ouzhpenn ur plad alaouret,
Da lakaat e benn da sellet. –