Fontanella (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

Da vaner Koadelan ’int aet ;
Ur mab bihan he deus ganet,
Ur mab ken koant evel an hañv,
Heñvel d’e dad Fontanellan.

Ken a oa ul lizher degou’et :
Da Bariz e oa ret monet.
– Ho-unan, amañ ho laoskan,
Da Bariz raktal a ean.

– Fontanellan, chomit er gêr ;
Paeañ a rin ur c’hannader ;
En an’ Doue, na it ket di ;
Ma it di na zistroec’h mui.

– ’Peus ket da gaout aon ebet ;
Me ’ya ma-unan d’o c’haouet* ;    [c’haouet] 
Grit ervat da’m mabig bihan,
Keit e vin pell deus ar gêr-mañ. –

Fontanellan a lavare
D’an dud yaouank, pa ziblase :
– Me ’rey ur banniel ar c’haerañ,
D’an itron Vari Rozeran ;

Banniel ha dilhad ar c’haerañ,
Ma ’po soñj ouzh Fontanellan ;
Ha damant ouzh e vab bihan,
Ken na zistroy da Goadelan. –