Fontanella (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

Fontanellan, a barrez Prad,
Bravañ mab a wiskas dilhad,
En deus lammet ur bennhêrez
Diwar barlenn he magerez.

– Pennhêrezig, din leveret*,    [lavarit] 
Petra er c’hleuz-se a glasket* ?    [glaskit] 
– Klasket a ran bokedoù hañv
Da’m breurig mager a garan ;

Da’m breurig mager a garan,
Klasket a ran bokedoù hañv,
Hogen aon ’meus, ken a grenan,
Na erruje Fontanellan.

– Pennhêrezig, din leveret*,    [lavarit] 
Fontanellan a anave’et* ?    [anavezit] 
– Fontanellan n’anave’an ket,
Klevet komz ane’añ ’meus graet,

Klevet komz ane’añ ’meus graet,
Lâret oa gwall baotr, ’meus klevet,
Lâret penaos e lamm merc’hed.
– Ya ! ha dreist-holl pennhêrezed ! –

’Tre e zivrec’h he c’hemeras,
Hag he briatat a reas,
Ha war lost e varc’h he zaolas,
Ha da Sant-Malo he c’hasas.

Da Sant Malo ’neus he c’haset,
El leandi ’neus he laket,
Ha pa oe pevarzek vloaz naet,
’Neus he c’hemeret da bried.