Distro Merzhin

- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
Kado o vont gant ar c’hoad don,
Gantañ e gloc’hig sklent o son ;
Ken a zeredas un tasmant
Glas e varv evel d’ar man ;
Hag e zaoulagad o teviñ,
’Vel dour ar c’haoter o virvi.
Kado, ar sant, a zegouezhe
Gant Merzhin ar barzh, en deiz-se.
– Kemenn a ran en an’ Doue !
Lavar din-me petra ’out-te ? –
– En amzer ma oan barzh er bed,
Me oa gant an holl enoret :
Diouzhtu ma’z aen ’barzh ar sal,
E kleved an holl o youc’hal.
Diouzhtu ma kane va delenn
’Kouezhe diouzh ar gwez aour melen,
Roueoù ar vro am c’hare,
Roueoù all holl am douje ;
An dudigoù paour ’lavare :
« Kan, Merzhin, kan, e pep mare. »
Lâret ’eure ar Vretoned :
« Kan, Merzhin, an traoù da zonet. »
Bremañ er c’hoadoù e vevan,
Den na ra stad ouzhin bremañ.
Bleizi, ha moc’h gouez, ’kreiz ma hent,
Tre ma’z an ’bioù, a skrign o dent,
Kollet eo ganin va delenn,
Pilet eo gwez an aour melen ;
Roueoù Breizh a zo marv.
Roueoù all a wask ar vro ;
Na lavar ken ar Vretoned :
« Kan, Merzhin, an traoù da zonet. »
I a ra ouzhin Merzhin foll,
A daolioù mein am c’hasont holl. –
– Paourkaezh diod, distroit en-dro
Ouzh Doue zo ’vidoc’h marv.
Hennezh en do truez ouzhoc’h ;
Da neb a fiz ennañ ’ro peoc’h. –
– Ennañ ’fizis, c’hoazh e fizian,
Outañ truez a c’houlennan. –
– Drezon hoc’h eus truez gantañ,
En Tad, er Mab, er Spered Glan ! –
– Me a laosko ur youc’hadenn
Da’m Roue, gwir Zoue ha den !
Me ’gano e vadelezhioù,
A oad da oad dreist an oadoù. –
– Paourkaezh Merzhin, Doue d’ho klevo* ! [klevout]
Aelez Doue d’hoc’h ambrougo* ! [ambroug]