Bleunioù mae (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

– Jeffig, Jeffig, ne ouzoc’h ket
Pezh en deus an eostig lâret :

’Mañ ar miz mae o vont e-bioù,
Gant ar bleunioù war ar c’hleuzioù. –

Ar plac’hig ’dal’ m’he deus klevet,
He daouarn e kroaz ’deus laket :

– Me ’lâro un Ave Maria
En ho enor, itron Varia,

Ma plijo gant ho mab Doue,
Da gaout diou’n-me* truez ;    [diouzhin-me] 

Ma’z in, bremaik, da c’hortoz
Va mignonezed er barroz. –

’Oa ket he Ave achuet
Stouiñ he fenn he deus graet ;

Stouiñ he fenn hi he deus graet,
He daoulagad he deus serret.

Neuze oe klevet an eostig,
O kanañ c’hoazh el liorzhig :

« Eürus eo an dud yaouank-se
Hag a varv en amzer-nevez !

Eürus eo an dud yaouank-se
A ve roet d’e bleunioù nevez ! »