war don an Hini gozh
    da’m mignon J.-B. Plassard, soudard

 

Ma Bro a zo pell-pell ac’hann,
Ur vro evel n’eus ket unan !
          Ma Breizh, ma Breizh karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Enni emañ, harp ar menez,
Ma zi o sellet d’ar c’hreisteiz ;
          Ma zi, ma zi karet,
          pegoulz e vi gwelet ?

Hag eno ma mamm, intañvez,
A soñj ennon ken alies !...
          Ma mamm, ma mamm garet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Un dervenn gozh a-us dezhañ,
Lec’h dispar evit diskuizhañ !
          Dervenn, dervenn garet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Ha, dirazañ, ur wazhig dour
O hiboudiñ mibin ha flour ;
          Gwazhig, gwazhig karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Ar wazhig gant he c’hanaouenn
A ruilh, a ruilh dre an draonienn...
          Traonienn, traonienn garet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

A dremen e-bioù d’un ti plouz
E-lec’h ma vever fur, didrouz :
          Ti plouz, ti plouz karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Nag a wech ez on bet ennañ
O welet an « dous » a garan !...
          Dousig, dousig karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Daoust ha ni en em gavo c’hoazh
War ribl an hent, ouzh troad ar groaz ?
          Kroazig, kroazig karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Ouzh troad ar groaz, noz ar pardon,
Eñvor ken tener d’hon c’halon !
          Pardon, pardon karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Bro ha ti, mamm ha karantez,
Deoc’h-hu e hirvoudan noz-deiz !
          Evurusted tec’het,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Ranket em eus ho tilezel
Evit dont amañ d’ar brezel ;
          Brezel, brezel daonet,
          Pegoulz e vi mouget ?

Mall eo ganin nijal da’m Bro,
Buan, buan, peoc’h ha distro !
          Distro, distro karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?

Ya, kement a garan em c’hreiz
A zo du-hont, du-hont em Breizh !!
          Ma Breizh, ma Breizh karet,
          Pegoulz e vi gwelet ?