Hag e viromp hon spi...

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 05/08/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    dit, Roc’hlann

Mir da spi ! a lârez din ha da galz, Roc’hlann,
Nag e ve start ar c’hrog ha startoc’h an emgann ;
Mir da spi ! a mârez : nag e ruilhfe ar gwad,
Ur barzh ne dle ket klemm p’emañ e-kreiz argad !

Miret a reomp holl hon spi, hon nerzh-spered ;
Hon foanioù a zo bras ; ra vint brasoc’h diouzh red !
Gouzañv poan n’eo netra, mar trec’homp an Draster :
Ar pezh hon dalc’h amañ n’eo ket un dra zister...

Hon feiz greñv, hon Bro gaer, hon Oaled, hon C’havell,
Kement hon eus touet miret betek mervel,
A c’hourc’hemenn hirie o difenn hep krenañ,
Nag e tegouezhfe deomp reiñ hon gwad d’o frenañ.

Ha, war zouar, war vor ; a-dost hag a bell vro
Kaset da degaset, yac’h ha klañv tro-ha-tro,
E vrezelomp bepred war skouer hon C’hendadoù,
Da zerc’hel ar gwellañ eus ar c’haerañ madoù...

Bro dishual, pobl kreñv, dizispenn o hêrezh :
Bro ha n’eo bet biskoazh laket da sklavourezh ;
Pobl hag a sav he fenn daoust d’ar bed en argoll,
A stourm, a drec’h, a varv, warni selloù an holl !

C’hoazh ur wech poanius eo, met, n’eus ket da lâret,
Ret eo deomp brezeliñ pe vezañ diskaret ;
A-dreñv d’an dermerien war var d’en em werzhañ,
Soudard mat a dle mont, ha mont betek kouezhañ !

Kalon !... Hep dale pell, spouron hon c’hanolioù
A raio d’ar Gwasker diskouez deomp e seulioù ;
Harlu d’ar bobl ifern, mallozh war he anv !
An tan sakr en hon c’hreiz... Hon bro c’hoazh a splanno !

Kent ar brezel, gwechall, setu hon diouganoù
Daoust ha ni, gwir Varzhed, war zigarez poanioù,
A zilezfe a-grenn kement hon entane ?
Ha ni gouzout emañ eno ar wirionez !

Kement-se a vefe treiñ kein, fallgaloniñ,
Ha tennañ warnomp holl dismegañs, kasoni ;
Penaos miret goude hon brud-vad didamall,
Mar spontomp rak ar c’hloaz ha mar kilomp gant mall ?

Ya, ya ! Hep dale pell, kleier drant hon tourioù
A gano ar Gounid, diwezh hon glac’harioù :
Lorc’hus e vefomp holl o tont da Vreizh-Izel,
Hon zal garlantezet a loreoù brezel...

Hag e viromp eta hon spi, hon nerzh-spered.
Hon foanioù a zo bras ; ra vint brasoc’h diouzh red !
Gouzañv poan n’eo netra mar trec’homp an Draster :
Ar pezh hon dalc’h amañ n’eo ket un dra zister...

    Kinnig

Mil bennozh, o Roc’hlann, evit da frealzoù !
Ma c’halon a dridas o klevet da gomzoù...
Pelec’h emañ du-hont, kenvreur, « Mouezh an Delenn » ?
O Breizh ! Amzer gwechall !... Trec’h ’oc’h c’hoazh d’ar walenn !