En em grouget

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Breiz, 18/10/1931
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Deut e oa da’m gwelet, da glask frealz, kuzul,
Glac’haret e galon, trubuilhet e spered :
– Sur e oan da’z kwelout, peogwir emañ ar sul ;
O ! na me ’garfe bezañ don er vered !

Hag e tisplege din – e zaeroù a ruilhe ! –
E vuhez pemdeziek, e zevezhioù c’hwerv ;
Ne oa mui evit stourm ; hent ebet ne wele,
E pep stumm, d’e soñj-eñ, e oa gwell ar marv.

N’ouveen* na penaos na petra da lâret,    [Ne ouien] 
Hag e klasken frealz dre gomzoù a-zoare ;
Nemet ar paoukaezh den, dianket, peurvantret,
A leze ar gwad fall d’e waskañ adarre...

Un nebeud komzoù c’hoazh hag e tec’has sershoc’h ;
Hag e krede din start : kennerzhet eo bremañ ;
Sederoc’h e oa eñ ; me kalz evurusoc’h :
– Kenavo ! Ha deus c’hoazh, pa dremeni amañ !

Pa dremeni ?... Siwazh ! Pebezh keloù fromus !
Ar paourkaezh n’emañ ken o vevañ en hon zouez ;
Kavet en deus e oa ar vuhez re sammus
Hag en deus dinac’het dougen pelloc’h he fouez...

En em grouget, hennezh ? Bec’h am boa o krediñ :
Friket gant an anken, diskiant-tre, da heul ;
Pa ne gomze a se, den n’halle diarbenn :
Kavet eo bet e gorf a-dribilh ouzh ur skeul...

En em grouget ? Bec’h am boa o krediñ :
Un den ne oa ket kozh ; un den yac’h, difall c’hoazh !
Daouste hag ur c’hristen a dle disperediñ
Nag e kouezhfe warnañ an drubuilh gwashoc’h-gwazh ?

Tec’het eo, kouslkoude ; ha, pa glevan ar c’hlaz,
O teul e glemmadenn a-us d’ar saonennoù,
E kav din e lavar – an hini en em lazh,
Hennezh en deus ezhomm muioc’h a bedennoù...

– Doue ! Holl Vadelezh, truez ouzh ar paour den
A stlap e damm buhez ouzh ho treid evel-se ;
Hep mar, a-berzh ho kras sklêrder ul luc’hedenn
A ra dezhañ gwelet e dorfed d’ar c’houlz-se.

Hag en deus bet amzer da soñjal, d’Ho kervel,
Da huchal war-zu deoc’h klemm ar Miserere ;
Ul luc’hedenn hepken, un estlamm, kent mervel,
Hag emañ diragoc’h, pec’her kaezh, sammet-tre !

Mar talc’hit un gont strizh, Mestr, eus hon fallentez,
Piv a c’hallo biken, biken gouzañv ho parn ?
Sellit ouzh hon dilez hag ouzh hon faourentez :
Holl ez omp pec’herien : n’eo ket unan, na darn...

Soñj an den, e dorfed a gendalc’h da’m sammañ ;
N’on ket evit distreiñ ma spered diwarne ;
Hirie emañ ar sul ; disul e oa amañ !
Truez, o ma Doue ! truez ouzh e ene !