ar Vamm-gozh
- Armella
- Baleadenn gwechall
- Bevet ar Varzhed !
- Buhegezh vruzunet !
- Delioù kouezhet
- E koun Liz Bellec
- En em grouget
- Eured Madelen
- Hag e viromp hon spi...
- Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Kerent karet...
- Kistin ar c’hozhiad
- Klud ar goulm
- Kouskit e peoc’h !
- Lenn Ostrovo
- Mouezh an durzhunell
- Nedeleg ar martolod
- Pegoulz ?
- Serbed
- Son ar chistr
- Sponterez pesked
- an Harlu
- ar C’hoadour
- ar Vamm-gozh
- ar Vuzulmanez kozh
klemmgan
da J.-C.
Ken kustum e oan d’he c’hlevet,
Ken evurus ouzh he gwelet,
Ma ne welen ket ar gozhni
O teu’l* e siell warnezhi. [teurel]
Ar gozhni, ouzh he heuilh kleñved,
A gasas gantañ* nerzh, yec’hed : [ganti]
Falc’h an Ankoù, prestik goude,
A droc’has neudenn he buhez...
Pebezh taol... pebezh kalonad !
Setu me chomet emzivad !
Ma-unanig war an douar,
Ma-unanig hep kar, na par...
Bremañ hepken, pa’z eo tec’het,
En em gavan gwall dilezet ;
Ma zi, gwechall ken kevanus,
A zo bremañ gouloù spontus.
Kalz bugale, da vihanañ,
O deus mamm ha tad d’o hentañ ;
Ma teu ar marv d’unan an’e,
E chom egile c’hoazh gante.
Me n’am eus ket bet an eurvad
D’anavezout na mamm, na tad ;
Ma zad ’varvas hep ma gwelet,
Ma mamm goude ma oan ganet...
Ma mamm-gozh am degemeras ;
Hi oa din mamm, hi am savas ;
Me oa he bugelig bihan,
Hi a ouestlas din nerzh ha poan.
Pa c’hoarzhen, mamm-gozh a c’hoarzhe,
Pa ouelen, mamm-gozh a gane,
Hag he mouezh skuizh, mouezh krenerez,
Am c’houske gant luskellerezh...
Ha dre ma teue din an oad,
Alioù fur, kentelioù mat,
Bevañs ar c’horf hag ar spered
A gaven gant mamm-gozh bepred.
– Mont mat a rez ?... N’out ket re skuizh ?
» Ma bugelig, diwall ! Sell pizh ;
» Espern yec’hed ha mir furnezh,
» Teñzorioù dreist pinvidigezh... »
Hag alioù mamm-gozh karet,
A vije gant poell selaouet ;
O heuilh he c’helennadurezh,
Me a gave gounid ha frouezh.
Komz abed*, hep bezañ pouezet [?]
Ne vije ket ganti lavaret :
Tud kozh o deus skiant prenañ,
Neb ’sent oute ne goll netra.
Un devezh hi a lâras din :
– Tostaat a ra ma kuitain ;
» Hepdale e vin anaon,
» N’ankoua ket pediñ evidon... »
He mouezh a skornas ac’hanon,
Dispartiañ... gwashat spouron !
Ha, koulskoude, petra a dalv,
Hi ’oar penaos Doue he galv...
Tec’het eo hep ur glemmadenn,
Hag ar marv, en un dremen,
A lezas war he dremm karet
Evurusted un den kousket.
Nag eo gouloù, gouloù an ti...
Nag em eus lec’h da hirvoudiñ !
Eus ar beure betek an noz,
Ma soñj a zo gant ma mamm-gozh.
Amañ e vije he c’hador,
Pe aze c’hoazh, e toull an nor ;
Hemañ pe hennezh o tremen,
A rae ganti ur gontadenn...
Hi a roe d’an ti buhez,
Hi oa ar bann heol a domme ;
He c’homzoù a roe kennerzh,
He madelezh am lake serzh.
Bremañ netra, netra, siwazh,
An ti diseblant hag en noazh,
Nemedon, ene paour e poan,
O klask frealz, o klask distan.
Ha dindan bec’h ma foan spered,
Ez an, glac’haret, d’ar vered ;
Eno, stouet ouzh troad he bez,
Pedenn a sav, daeroù a gouezh...
Hag e lâran dezhi – Mamm-gozh,
» A zo bremañ er Baradoz,
» Du-hont, e-tal ma mamm, ma zad,
» N’ankouait ket an emzivad ! »