Mouezh an durzhunell

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Breizh, 10/11/1935
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

An den yaouank a c’hall bevañ e damm huñvre,
Hennezh a zo seder, a zo evurus-tre... o !

Rak an huñvre kaerañ d’an den war an douar,
Eo skoulmañ e galon ouzh ur galon all par ;

Betek bezañ kavet ha degouezhet er pal,
An den yaouank a glask, a hirvoud, en em chal...

Meur a wech, a-dra-sur, en em gavas gantañ
Chom da selaou, er c’hoad, ur vouezhig ar goantañ ;

Mouezh flour un durzhunell, o sevel en draonienn
O lakaat, hep goût de’i, e galonig laouen...

    II

Hag un devezh bennak, e-bioù de’i o vale,
Ouzh he c’hlevout ken sart, a reas un dale...

Kanit, o turzhunell, e-barzh an draonienn don,
Kanit ha kanit flour, c’hwi a gan... evidon !

Mar kredfen lâret deoc’h pegement ho karan,
C’hwi n’hellfec’h ket krediñ, daouste da’m c’homz gwirañ.

Koant eo ho mouezh amañ, dudius-tre... N’eus forzh ;
Koantoc’h, dudiusoc’h a vefe em liorzh...

N’am bo peoc’h, na diskuizh, na plijadur ebet
Betek ma vimp hon daou er bed-mañ unanet.

    III

Mouezh flour an durzhunell, er c’hoad, a zo tavet
El liorzh he c’hoantiz... e ve bremañ klevet...

Hemañ a zo seder, ab’oe m’eo graet ar skoulm,
Hag evurus eta, o vevañ gant e goulm.

Dinec’h ez int o daou, e-kreiz o c’harantez,
O zud, o mignoned dastumet en-dro d’e...

Dastumet holl hirie en-dro d’o c’halonoù,
O kinnig d’e kanioù ha kalz gourc’hemennoù.

Yec’hed ha buhez hir deoc’h, priedoù nevez,
Hag un neizhiad... evned da greskiñ ho leve... o !