Kanaouenn da ober an dañs-tro

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, Bibliothèque municipale des Amours Jaunes
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Tome 1, pp. 5-7
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Biskoazh ne c’hoarzhis kement all
’Vel e Pontekroaz an deiz all,
O welet, goude ar sarmon,
Ar binioù gant ar person.
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.

N’em eus ket gallet refuziñ
Merc’hed a zo deut da’m pediñ
Da gompoziñ ur gavotenn
Evit ma’z ijint o lostenn.
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.

En despet da gement a zo,
Dañs a zo bet, dañs a vezo.
Injust ha kriz ivez difenn
D’an dud yaouank bezañ laouen.
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.

Me ’oar ervat petra zo kaoz
Eo grignous atav ar re gozh :
Gallout a raent, met n’hallont mui
Dañsal ha lammet koulz ha ni.
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.

Pa vezoc’h skuizh o labourat,
Deu’t da ziskuizhañ d’an ebat ;
N’eus netra koulz hag an dra-se,
Gwelloc’h e kousker goude-se
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.

Met na bermetit ket jamez
E ve tud fall en ho touez ;
N’eus na plijadur nag ebat
Nemet e kompagnunezh vat.
Dañsit, merc’hed, grit ar bal,
Ha list ar c’hure da champal.