Alan al louarn

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Le Gloaziou, 1903
Danvez
Testenn en he fezh
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
toussaint le garrec - alan al louarn
En hevelep levr :

toussaint le garrec - alan al louarn
Toussaint Le Garrec, Alan al Louarn (détail de la couverture)

Ned a ket mat an traoù gant ar vro pa n’eus mui roue ebet evit he zifenn, ha n’eus ket pell ma teuont an Normaned da lakaat an holl war an noazh : kaer o deus ar manac’h hag ar c’houer tec’hel kuit ha goulenn sikour digant ar marc’heg, ne cheñcho ket penn ar vazh tra ma ne vo ket kavet an hini en em zastumo ar bobl a-bezh en-dro dezhañ.

Kavet e vo, evel just... Setu Alanig al Louarn o tont d’e dro, ha setu ar barzh o c’hoari gant e delenn. Bec’h d’an Normaned !

Toussaint Le Garrec a zegas soñj eus lezenn ar Vreizhiz a-wechall : « ra vo pont neb a zo roue ». Evel-se e veze dalc’het kemm etre rouaned ar Vreizhiz hag ar rouaned all, moarvat : liamm en tu-mañ, ha galloudegezh kentoc’h en tu-se.