Trede diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1911
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, JEDIEL 

JEDIEL o stouiñ dirak ar roue 
Roue galloudus, keloù eus ar re wellañ a zegasan deoc’h. Ho soudarded o deus gounezet. Roue douar Kanaan, paket mat, a zo chadennoù pounner o stardañ e zaouarn hag e dreid. Emañ hor c’habiten kentañ, Heder, an den kalonek, o tont war va lerc’h. 

MAZAREZ levenez ennañ 
Pa vez mat ar c’heloù, Jediel, an hini a zegas anezhañ a vez graet un degemer laouen dezhañ. Raghel, lavaret a ri da’m zeñzorier reiñ da Jediel kant pezh aour melen. 

RAGHEL 
Lavaret a rin, aotroù roue. 

JEDIEL 
Trugarekaat a ran va roue a greiz va c’halon. Trouz er-maez. Klevet a reer mouezhioù o krial a-unan : Bevet ar c’habiten kalonek ! bevet Heder ! Meuleudi dezhañ ! Meuleudi da Heder ! Selim a ya da welet. 

MAZAREZ 
Heder eo, o tont en-dro, leun a c’hloar. 

SELIM o sellet atav er-maez 
Emañ ar sonerien o vont da seniñ dezhañ ur son laouen. Mont a ran d’o ambroug. Selim a ya kuit. 
Klevet a reer an trompilhoù o seniñ ur son a vrezel. Heder a zeu e-barzh.