XI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENAEL, JUDIKAEL

JUDIKAEL
Evit piv, va mab, eo ar bedenn garantezus edos oc’h ober ?

GWENAEL
Evit ur paourkaezh den o vont da vervel. Emañ Meven, an tad abad, o reiñ an nouenn dezhañ.

JUDIKAEL
Ra vezo ene an den-se degemeret gant an Aotroù Doue. Met te zo klañv e doare. Te zo drouglivet da zremm ha leun [a] c’hwad da zaouarn. Me a bareo da gleñved, me a walc’ho goulioù da zaouarn.

GWENAEL
N’her grit ket ! Na stokit ket ouzhin. Va c’hleñved-me a zo spontus ar spontusañ ! e anv eo al lovrentez ! Mar stokit ouzhin, c’hwi ’bako an droug ha mervel a reot.

JUDIKAEL
Ne varvin nement n’her gourc’hemenno an Aotroù Doue. Bez ez eus amañ dour yen ha lien fresk. me ’fell din gwalc’hiñ da c’houlioù. Daoust ha kleñved ar paour n’eo ket kleñved an Aotroù Jezuz ? Daoust ha goulioù ar paour n’int ket goulioù an Aotroù Jezuz ? Azez ouzh ar bank-se. Gwenael a azez. Judikael en em laka dirazañ war e zaoulin. Gwalc’hiñ a ra daouarn Gwenael gant dour, hag o sec’hañ gant al lien gwenn. Ha bremañ ro din da zaouarn. Poket a ra da zaouarn Gwenael o lavaret : Poket a ran gant karantez da zaouarn paour, an eil hag egile, o terc’hel soñj eus daouarn sakr hor Salver bet toullet gant tachoù war ar groaz. Sav ha deus ganin. Te zo skuizh-marv gant da boanioù. Ober a ri ur c’housk em c’hambrig. Ur c’hozh tamm gwele n’eus ken enni. Me her ro dit a griz kalon. Deus, oanig Doue, deus breurig muiañ-karet. Judikael a laka Gwenael da vont en e gambr. Meven a zeu dre an tu all, ha Judikael a zeu en-dro.