X diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENAEL e-unan, o pediñ, e zaoulagad savet war-zu an neñv, e zaouarn kroazet.
Tad peurbadus, tad madelezhus, skuilhit, me ho ped, ho kras nerzhus war an den a zo krog en e dremenvan. Ho pezet truez outañ rak ne ouie ket petra a rae. Me a bardon dezhañ. Pardonit ivez hoc’h-unan. Judikael a zeu gouestad e goueled an teatr hag a chom a-za.