VI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN, JUDIKAEL, RADBER, ALAR hag ar re ouzh e heuilh

ALAR
Aotroù roue, me eo kannad kaset davedoc’h gant roue ar Franked. Me ho salud gant ar brasañ doujañs.

JUDIKAEL
Ha stouiñ a ran-me dirazoc’h, aotroù Alar, gant un doujañs brasoc’h c’hoazh, peogwir ’oc’h beleg hag eskob zoken, a zo gwell. Judikael, Alar, Meven ha Radber a azez ouzh an daol. Ar re all a chom en o za.

ALAR
Va c’hevridi, aotroù roue, n’eo ket gwall ziaes hen ober. Roue ar Franked, va mestr, a zo bras e c’hoant ober ar peoc’h ganeoc’h, ha, dreist-holl da gaout ho karantez. Reiñ a raio deoc’h, eus e du e garantez leal evit mat. Mard eo, aotroù roue, ho c’hoant heñvel ouzh e hini, n’ho pezo ken da ober nemet sinañ an daou lizher en deus Radber kaset gantañ, ha m’eo lakaet, war bep hini anezho, skrid ur garantez a bado da viken etrezoc’h ho taou. Unan eus an daou lizher-mañ a chomo ganeoc’h, egile ganin en anv va roue. Radber a ro an daou lizher.

JUDIKAEL
Mil bennozh da viken d’an Doue a garit evel m’her c’haromp hon unan. Eñ eo a ro deomp an eürusted a gaver er peoc’h hag er garantez. Sinañ a rin gant ur wir levenez. Sinañ a ra an daou lizher.

ALAR
Ha bremañ, evel ma reer atav, seut, roue kalonek, donezonoù a ro deoc’h ho mignon roue ar Franked. Sevel a ra ha kemeret an traoù digant ar re a zoug anezho. Setu gwiskamantoù eus ar re dalvoudusañ graet gant mezher fin eus broioù ar sav-heol. Setu ur voestlig aour melen graet ganin va-unan, d’ar mare ma labouren war va micher a orfeber. Hounnezh a zo dispar he zalvoudegezh, n’eo ket, avat, abalamour d’an aour, met abalamour d’ar pezh a gaver enni, da lavaret eo relegoù benniget, un tammig eus eskern santel santez Jenovefa, patronez Pariz.

JUDIKAEL
An donezon-mañ, aotroù ’n eskob, a vo evidon talvoudus en tu all d’ar re all. Ho trugarekaat a ran a greiz kalon, ha roue ar Franked ivez. An traoù a zo echu, bremañ, etrezomp, ha mard oc’h evit chom ur pennad er vro-mañ, me a roio deoc’h kambroù em falez evidoc’h hag evit ho tud.

ALAR
Trugarez deoc’h, aotroù roue ; ne chomimp amañ nemet betek warc’hoazh, ha n’eus forzh e pelec’h e vezimp, e nep lec’h ne vezimp gwelloc’h eget er manati-mañ, leun vennozhioù Doue. Da Veven. C’hwi a blij deoc’h, tad abad, hon degemeret ?

MEVEN
Ur vennozh nevez hor bezo, aotroù ’n eskob ouzh ho tegemeret. Ha goude m’eo bet graet ken kaer ar stal etre Bro-C’hall ha Breizh, daoust ha mat e kavfec’h mont da chapel ar manati da drugarekaat an Aotroù Doue ?

ALAR
Mat-kenañ. Deomp, va zad. Endra m’emañ an holl o vont kuit, Kolomban a zeu dre an tu all d’an teatr. Meven a chom.