IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN, JUDIKAEL

JUDIKAEL oc’h en em strinkañ war e zaoulin dirak Meven
Abad santel, roit ho pennozh din, me ho ped ! Meven a ro e vennozh.

MEVEN
Savit, roue Judikael, savit tad ar beorien, savit salver ar vamm-vro.

JUDIKAEL o sevel
Me n’eo ket ur roue ’on ; me n’eo ket salver ar vro ’on ; an Aotroù Krist eo hor roue, an Aotroù Krist eo hor salver ; ned on-me ken tra nemet e servijer paour ; n’on deut amañ nemet evit e adoriñ, evit e drugarekaat.

MEVEN
A zo gwir, ha me zo laouen-bras ouzh ho kwelet o tont amañ e-lec’h mont d’ho palez. N’ho peus ket ankounac’haet, a gav din, an amzer n’edoc’h nemet ur paourkaezh manac’h eveldomp-ni. Daoust ha c’hoant ho pefe da vezañ, evel kent, unan ac’hanomp ?

JUDIKAEL
C’hoant bras, met her bezañ ne c’hellan ket, siwazh ! abalamour d’ar Vretoned keizh, m’eo bet fellet dezho va lakaat da roue. Chom e stad a roue, setu aze ar pezh a rankan da ober, daoust din va zad, rak me a blijfe kalz gwelloc’h din bevañ en ho touez, evel m’her graen gwechall.

MEVEN
Daoust ha ne c’hellit ket lakaat ho kurunenn a roue war benn Alan, ho mab kalonek ?

JUDIKAEL
Diwezhatoc’h, va zad. Va mab Alan, evitañ da vezañ fur ha nerzhus, a zo gwall yaouank c’hoazh. Ouzhpenn-se, emaon o paouez peurober an emgann, ha meur a dra bouezus a chom da ober c’hoazh evit lakaat ar peoc’h etre roue ar Franked ha me. O sellet war-zu ar maez. Sellit hoc’h-unan, va zad, ha gwelit ha n’eo gwir a lavaran deoc’h. Setu ma welan du-hont, o tont, etrezek ennomp, un ofiser frank. Unan eus ar re gentañ eo e-touez ofiserien roue ar Franked. Radber eo e anv : hen anaout a ran, o vezañ gwelet anezhañ e-pad ar brezel.