XXII diviz
AR GORNANDONED, DJIM, BALIBOUZIG
BALIBOUZIG kounnar ennañ, o tiskouez e zorn serret d’ar gornandoned
Ban… ban… ban… denn vuo… vuoc’h ; dia… dia… ouloù da… da… dao… net. An holl en em laka a-gelc’h en-dro da Valibouzig. Echu an arneñv, al loar a lugern adarre.
AR GORNANDONED holl a-unan, o kanañ hag o tañsal. Balibouzig a zañs evel un den foll en o c’hreiz, en despet dezhañ.
Da dortig Balibouzig
Ar c’hozh kemener pizh (bis)
Kanomp ur ganaouennig
Hep ehan, hep diskuizh.
Evel un gornigell )
Tro mat, tro gwelloc’h-gwell ) bis
Bez laouen, kemenerig !
Ac’h eus bet da c’houlenn (bis)
Ha n’eo ket un dortennig
Met ur foultrenn dortenn.
Evel un gornigell )
Tro mat, tro gwelloc’h-gwell ) bis
Balibouzig souezhet-marv, a ya kuit. Guilcher a zeu.