XV diviz
DJIM, AR GORNANDONED
DJIM
Klevit mat, mignoned ; klevit ar pezh am eus da c’hourc’hemenn deoc’h.
AN HOLL a-unan
Selaou a reomp.
DJIM
Al loar a zo gwenn-kann en nozvezh-mañ. Ret eo deomp ober un tamm labour a bouez bras, a-raok kan ar c’hilhog, a-raok ar gouloù-deiz.
AN HOLL a-unan
Pehini, mestr, pehini ?
DJIM
Tennañ er-maez eus hon toulloù an holl deñzorioù hon eus, hag o lakaat war al lanneg, da sklêrder al loar.
AN HOLL a-unan
Ha neuze, mestr ?
DJIM
Goude-se, kontañ mat an teñzorioù, ar perlez gant ar perlez, ar vein prizius gant ar vein prizius, ar pezhioù aour gant ar pezhioù aour, hag o lakaat holl er seier a vezo klozet mat, pa vezint leun. Ha klevout mat a rit ?
AN HOLL a-unan
Ya, ya, ya, mestr, ya.
DJIM
Peoc’h, peoc’h ! Setu Guilcher o tont en-dro. Peoc’h ! Guilcher sonn bremañ e-lec’h bezañ tort evel kent, a zeu en-dro, laouen gant ar gornandoned ’oa aet kuit gantañ.