VIII Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

REMEUR, PERIG, BERNEZ, LANIG

AN TRI BUGEL a-unan, o c’hoarzhin a-bouez-penn
Ha ha ha ha ha !

PERIG
Ha ha ha ! Klevet a rit, paotred ? Un den foll ! Un den foll ! Klevet a rit ? Ha ha ha ha ! Emañ ar genaoueg-se o c’hortoz delioù da sevel war e vazh sec’h evel kerniel buoc’h. Ha ha ha ha ! Selaou ’ta, den kozh, selaou ’ta ! Marteze e teuio avaloù pe gerez war-lerc’h delioù, gant da vazh. An tri a c’hoarzh.
Me a breno dit evit ur gwenneg anezho, pa vezint darev. An tri a c’hoarzh.

BERNEZ
Troad ur rastell eo ar vazh-se, tad kozh ? E pelec’h emañ he dent houarn ? Daoust hag o gwerzhet ec’h eus evit ur banne ? Neketa ? An tri a c’hoarzh.

LANIG d’an daou all, oc’h ober goap
Na c’hwi zo diot ho taou ! Ne ouzoc’h tra diwar-benn an den-mañ. Sellit ta ! E zremm zo kaer ha rog. Ha ha ha ! Ne welit ket ? Ur roue eo. Ar vazh-mañ eo e vazh aour fin, e vazh roue. An tri a ziroll da c’hoarzhin.

TREMEUR o vousc’hoarzhin
Ne ouzout ket, va c’haezhig, ec’h eus lavaret ar wirionez hep her soñjal. Me zo bet roue gwechall.

AN TRI o c’hoarzhin, o krial, o vountañ hag oc’h heskinañ Tremeur
Ha ha ha ! roue eo bet ! roue eo bet ! Foll ma’z out ! Foll ma’z out ! Foll-mik ! Bleiz Bleiz Bleiz kozh ! Hu bleiz ! Hu bleiz !