V Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

TREMEUR e-unan, o sellet ouzh ar c’huzh-heol
Nag eñ zo kaer an neñv, pa vez alaouret-holl gant sklêrder ar c’huzh-heol !
Souezhet ’on. Diwezhad eo, ha n’eo ket deuet c’hoazh va ael gwenn gant va bara pemdeziek. E klever er-maez, e-pad ur pennadig, ken dudius un evnig. Sell ! setu va labousig karet o kanañ evel ma ra bemdez. Selaouomp ar pezh a lavaro din. An evnig a gan adarre. Ne gomprenan ket d’an dro-mañ ’ta. Un tammig bouzar ’on marteze, bremañ, gant an oad. Alo ’ta ! labousig, evnig va c’halon, kan gwelloc’h da ganaouenn. Ne gompenan ket sklêr a-walc’h, hiriv. Kan adarre ’ta ! An evnig a gan kaer-kaer, e-pad ur pennad brav a amzer. Tremeur a selaou. Itron Varia benniget ! Me zo nec’het-marv ! Ne c’hellan mui kompren ar pezh a gan al laboused. Selaou a ra ; al labousig na gan mui. Mat ! evel ma plijo ganeoc’h, va Doue. An noz a zeu ; roit din, me ho ped, va bara, evel m’her grit atav. Va ael, va ael muiañ-karet, n’em eus ket ho kwelet en deiz-mañ. Perak ’ta ? Deuit da’m c’haout. Luc’hed a ra. An neñv, ken sklêr ha ken skedus a zeu da vezañ teñval bremañ ; o va Doue ! Luc’hed a ra. Tarzh kurun. O Jezuz ! ar gurun a c’hourdrouz gant kounnar ! E-touez al luc’hed hag an tarzhioù kurun, un arc’hael a zeu, o tougen ur vazh wenn, hir, ha sec’h-sec’h.