III Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

TREMEUR, FAÑCH, UL LAER etre daou soudard

FAÑCH
Piv eo an den-se, soudarded ? Ha da belec’h eo e kasit anezhañ ?

UR SOUDARD
Da belec’h ? D’an tu all d’ar menez, d’ar groug. Hennezh en deus lazhet ur vaouez kozh a daolioù bazh evit he laerezh. Barnet eo bet d’ar marv, ha bremaik e vezo krouget start ha mat ganeomp.

TREMEUR
Pep hini d’e dro. Barnet eo d’ar marv. Her gounezet mat en deus. Ar muntrer a ya kuit gant an daou soudard.